Doue

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Lakaet e vez gant Mab-den dindan anv "Doue" ur boud hollvedel ha peurbadel, ha fiziet ennañ perzhioù-mat ar peurvadelezh speredel (karantez, justis, gwirionez, gouiziegezh).

Kefridi Doue zo, er gevredigezh denel, displegañ krouidigezh ar bed hag orin Mab-den. Dre hanterouriezh un Diouganer e tispleg Doue reolennoù a ranker sentiñ oute evit mont gant e hent hag anavezout an eurvad, er bed-mañ pe en ur bed all, goude ar marv. Dre ar feiz hag ar sentiñ dreist-holl e c'hell Mab-den anavezout bezañs Doue, da lavaret eo en ur vezañ kreder en ur relijion.

N'eo ket gant ar poell eta e tegemer Doue, un emzalc'h a laka tud nann-relijiel da vezañ Dizoue pe agnotisk ha soñjal ez eus kaoz aze eus mojennoù toull ha treuzwiskamant an tadelezh, evit derc'hel ar gevredigezh evel m'eo bet atav.

Ar ger Doue a zo ur ger a vez implijet pa vez anv a relijion hepken. Sell ouzh ar pennadoù war ar relijionoù.
Evit rein ur ster dezhañ e ranker mont war dachenn ar brederouriezh.

Hervez ar brederourien eo Doue "Tisavour an Hollved" (termenadur roet gant ar frañmasonerezh), "ar C'heflusker kentan" (Tomaz Akwino), "an hini a ro e urzh d'ar bed", da lavaret eo an urzhiataer (ster kozh), an Horolajer meur (Voltaire).

Doue ar Bibl[kemmañ]

Hervez ar Bibl eo bet krouet ar bed hag an den kentañ gant Doue. Doue zo unan, er c'hontrol d'ar relijionoù pagan a anavez meur a zoue, ha daoust d'an Testamant Nevez a embann ez eus tri ferson e doue. Doue zo eienenn ar vuhez. Divarvel eo, rak n'eus na deroù na diwezh dezhaén. Emañ e pep lec'h, ha n'eo ket en e demploù nag en e ilizoù hepken. Santel eo, da lavarout eo peurvat, ha kemenn a ra d'an dud kemer perzh en e beurvad.

Doueed arall[kemmañ]

er relijionoù liesdoueek[kemmañ]

An darn vuiañ eus ar relijionoù zo bet liesdoueek en istor an denelezh, en o zouez

En Europa[kemmañ]

  • relijion ar Gelted kozh
  • relijion Hellaziz kozh
  • relijion ar Romaned, damheñvel
  • relijion ar C'hermaned kozh

er relijionoù undoueek[kemmañ]

Meur a relijion undoueek zo

  • ar relijion gristen, pe kristeniezh, enni meur a skourr, a azeul un doue hepken met tri ferson (a zo anvet an Drinded) ennañ
  • ar relijion yuzev, pe yuzeviezh, a zeul un doue anvet YHWH, Adonai a-wechoù
  • ar relijion islamek, pe islam, a azeul Allah.

Gwelout ivez[kemmañ]