Prederouriezh
Taolenn |
Petra eo ar brederouriezh? [kemmañ]
Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (graet eo ivez gant ar filozofiezh) evel ar guriusted, an emyoul da c'houzout, techoù kreñv an Den , rak broudet e vez ar vugale ganto ha marteze e oa renet an Australopithecus ganto ivez pa'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg. Implij a rae ar C'hresianed kozh ar ger Philosophia (Philo- = kar-; sophia = furnez). Hervez Nicola Abbagnano , en em ziskouez termen ar prederouriezh evel un anv roet d'ur seurt enklask ha n'eus ket anezhi, emezañ, e barzhoniezh Homeros hag Hesiodos).
Pitagoras en em ginnige evel ur sofist (eus sophos) hag Herodotos pa zanevell un diviz etre Kresus ha Solonos a implij an termen en e ster gerdarzhel "gweladenniñ meur a vro en ur filosofañ"
Thoukidides a zegas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon. Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero e oa bet Pitagoras an hini kentañ oc'h implij ar ger pa lavare : "Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù en Olimpia pa zeu marc'hadourien evit kenwerzhañ, c'hoarerien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien eus outo.
Heraklitos Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien vat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en e derou. Platon a selle ouzh kelennoù evel ar ventoniezh, ar sonerezh hag all evel pazennoù kentañ an hent d'ar brederouriezh.
Istor ar brederouriezh [kemmañ]
Sellout ouzh ar pennad Istor ar brederouriezh
Prederouriezh ar C'hornôg [kemmañ]
Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar C'hornôg
Prederouriezh ar Reter [kemmañ]
Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar Reter
| Diwar-benn ar Brederouriezh |