Perikles

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hanterskeudenn eus Perikles, eilenn eus oberenn Kresilas (430 av. J.-C.), Mirdi Pio-Clementino

Perikles, e henc’hresianeg Περικλής, Periklếs (war-dro 495Aten 429 kent J.-K.), strategour ha politikour Atenat, eus meuriad an Akamantided hag eus demos kolargos, ezel eus tiegezh an Alkmeonided, ha mab Ksantippos hag Agariste.

Ken bras e voe levezon an den-se war e brantad ma vez lesanvet alies « Kantved Perikles »


Buhez[kemmañ]

Ganet e oa bet e 494 kent J.K. ha marvet e 429 kent J.K. Dimeziñ a reas d'ur vaouez a roas daou vab dezhañ : Ksantippe ha Paralos. Diwezhatoc’h en doe ur serc'h, Aspasia, ur vetegez a daolas kehel warnezhañ hag a roas ur mab all dezhañ. Dont a reas a-benn d’ober ur c’heodedour anezhañ daoust d’al lezennoù en doa lakaet mouezhiañ e-unan.

Ezel e oa eus tiegezh brudet an Alkmeonided, a-du gant Solon hag en doa stourmet a-enep an tiran Peisistratos, meur a zekvloaziad kent Perikles a oa ivez niz an adreizher Kleistenes.

E politikerezh, edo a-du ar brientin bras-se gant an demokratiezh. Anadiñ a reas en istor pa oa unan eus ar brokulatored foran a brosezas ouzh Kimon e 463. E 462-461 en em glevas gant Efialtes evit reiñ galloudoù politikel an Areiopagos da Guzul ar Pemp-Kant, ha goude drouklazh Efialtes hag ostrakism Kimon, e 461 e teuas da vezañ ar politikour a oa dezhañ ar brasañ levezon en Aten.


E 451, war e intrudu, e voe mouezhiet ne vefe roet hiviziken ar gwirioù keodedourion nemet d’ar re a oa keodedour atenat o zad, hag a oa o mamm merc’h ur c’heodedour eus Aten, d’an nebeutañ. Adalek ar mare-se ha betek e varv en doa bet ar roll pennañ e buhez politikel Aten ha dilennet e voe evel strategour 16 gwezh diouzh renk.

Levrlennadur[kemmañ]

Mamennoù kentañ[kemmañ]

Mammenoù all[kemmañ]

  • Pierre Brulé, Périclès, l'apogée d'Athènes, Gallimard, coll. « Découvertes », 1994.
  • Claude Mossé, Périclès, l'inventeur de la démocratie, Payot coll. « Biographie », 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ]