Ksantippos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ksanthippos a oa ur politikour atenat eus diwezh ar VIvet kantved hag eus deroù ar VIIvet kantved a-raok JK. Ezel e oa eus tiegezh kozh ar Bouziged (Buzygai), ha mab Arifron. Dimeziñ a reas gant Agariste eus tiegezh an Alkmeonided. Tad Perikles e oa.

E penn an demokrated kerreizh e oa. Stourm a reas a-enep politikerezh Miltiades a lakaas kondaoniñ e 489 goude bezañ lakaet c'hwitadenn ergerzhaden Samos war e chouk.

Ostrakizet e voe e 484 kent JK. Galvet e oa bet en-dro e 479, ha ren a reas bagad Ateniz evel strategour en arme c'hresian renet gant ar roue spartat Leotikidas II da vare emgann Mikales. Goude an emgann-se Ksanthippos, e penn an teirroeñvegoù atenat, a lakaas seziz war keoded Sestos e Kersonesos kent he c'hemer. Dilennet e voe da arc'hont eponimos er memes bloavezh 479.