Aristofanes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aristophanes - Project Gutenberg eText 12788.png

Aristofanes ( Ἀριστοφάνης / Aristophánēs en henc'hresianeg) a oa ur barzh hag ur saver pezhioù-c'hoari fentus eus Hellaz kozh, er Vvet kantved kent J.-K.. Ganet eoa bet e demos Kidatene war-dro 450445 ha mont a reas da anaon e 385 kent J.-K.


Buhez[kemmañ]

Stagañ a reas da skrivañ pezhioù-c'hoari pa oa yaouank-kenañ. Gounit a reas brud gant daou bezh-c'hoari zo kollet hiziv : an Daetalianed (427) ha Ar Vabilonianed (426). Skrivañ a reas ur bern komediennoù met n'anavomp ar pep brasañ anezhe nemet a-drugarez d'un nebeud tammoù. Unnek anezhe hepken zo deuet betek ennomp : An Akarnianed (425) hag Ar peoc'h (421), da skouer