Dizoueegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An dizoueegezh a zo ur preder a nac'h e vije un doue bennak.

An dizoueegezh vodern a glask harp war ar Skiant, ar brederouriezh, ar bredelfennerezh hag a glask respont evel-se da emc'houlennoù an dud war o dazont. An dizoueidi n'int ket evit goulakaat e vije ezhomm d'an Den krediñ en un doueegezh bennak hag e welont ar c'hredennoù-se evel un harp evit ar bred pe ur seurt louzoù evit parañ an diwaskadenn (a c'hellfe bezañ trec'h war tud'zo).

Lavarout a ra an dizoueidi eo dre o regredoni e vez ur spi gant ar gredourien e c'hellint kaout un eil vuhez en ur baradoz holl ijinet.

Koulskoude ne vije ket reizh lavarout n'eo ket gouest an dizoueidi da vezañ trugarezus e-keñver o c'hempredidi, kredourien pe get.

Brasjedadurioù war niver an dizoueidi[kemmañ]

  • Hervez ar Britannica book of year 1994 : 1 154 milion a dizoueidi er bed.
  • Hervez ar World Christian Encyclopedia 2000 : 1 071 milion digredourien ha 262 milion dizoueidi er bed .
  • Hervez oberenn dindan renerezh J. Baubérot, Religion et laïcité dans l'Europe des 12, 1994, pajenn 259 : ur c'hard eus poblañs an Unvaniezh Europa 1/4 a vije hep relijion, met 5% an Europeidi a vije dizoueeidi gendrec'het.
  • Hervez un enklask graet e 21 bro diwar goulennoù da 21 000 den (embannet e Kerzu 2004), 25 % an Europeidi ar C'hornog a dispak ez int dizoueidi anezho pe n'eus nemet 12 % e broioù an Europa kreiz hag broioù Europa ar Reter.

Dispaket eo gant an enklask (Wall street Journal-Europa) ez eus 4 % a Roumanidi a vije dizoueidi ha 8 % a gresianed. Er c'hontrol, 49% a Dcheked ha 41 % a Izelvroiz a vije dizoueidi ivez.

Termenoù[kemmañ]

Gerdarzh (etimologiezh)[kemmañ]

E galleg e weler ar ger athéisme e 1555 hag ar ger athée e 1547, met dont a ra eus Platonos : Αθεος Ne gred ket en doueoù) ha treuzkaset el latin kristen atheos (ne gred ket e Doue). E brezhoneg eo bet krouet ar ger er XXvet kantved pa ree an dud gant difeiz pe digredenn.

Talvoudegezh modern ar ger hag an termenoù nes[kemmañ]

Gwechall e rae An Iliz katolik roman eus dizoueidi eus an dud ne blege ket d'he reolennoù. Bremañ e kaver sterioù diresis an termenoù nes er mediaoù : mesket e vez an dizoueegezh gant an agnostikouriezh, an hollbouellouriezh, an enebkristeniezh , an difeiz hag nac'hañ ar relijionoù.

Dizoueegezh hag agnostikouriezh[kemmañ]

An agnostikouriezh (eus ar gresianeg a = diouer, gnosis = anaoudegezh) a zo ur brederenn a ya da nac'hañ eo posubl sevel meizadoù a vije en tu all eus ar pezh a vez anavezet diwar ar poell : n'eus ket a draou en tu all d'an Natur (Meta ta phuzika), n'eus ket a vetafizik (usvedoniezh a lavar lod). Evit an agnostik, pa n'eus ket tu anavezout, n'eus ket tu respont d'ar goulenn «daoust hag eñ ez eus un doue?» hag koulskoude e respont an dizouead ma n'eus ket a zoue, sur.

Dizoueegezh ha hollbouellouriezh[kemmañ]

An dizoueegezn a nac'h ma c'hellfe bezañ doueoù, da lavaret eo usboudoù hag e vije gouest merañ tonkad an holl dud. Ne nac'h ket e vije dibosubl ar fenomennoù diheboell. Ne degemer ket an hollbouellour an hipotezennoù ha n'int ket evit bezañ harpet war arguzennoù ha faktoù tennet diouzh ar poell, met ne ya ket da lavaret eo dibosubl krediñ : p'eo dibosubl prouiñ ez eus un Doue a c'hell bezañ degemeret evel un abeg evit krediñ: « Credo quia absurdum est », « Krediñ a ran peogwir eo diboell» (Apologetica, Tertullianus). N'eo ket pep dizouead un hollboellour hag an hollboellourien o deus meur a savboent e-keñver ar feiz : lod a gred en ur seurt Doue a-enep ar poell hag ar skiant, lod all ne fell ket dezho respont, lod all c'hoazh ne zegemeront ket meizad an doueegezh.