Bro-Skos
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
|
|||||
| Ger-stur: Nemo me impune lacessit (brezhoneg: Den ne'm dae hep droug) |
|||||
|
|||||
Skos er Rouantelezh-Unanet |
|||||
| Yezhoù | Saozneg, Gouezeleg Skos (ofisiel: akta 2004), Skoteg | ||||
| Kêr-benn | Dinedin | ||||
| Kêr vrasañ | Glaschu | ||||
| Kentañ Ministr | Alex Salmond | ||||
| Gorread - En holl - % dour |
Eil renk RU 78,782 km² 1.9% |
||||
| Poblañs - En holl (2010) - Skankter |
Eil renk RU 5,222,000 65/km² |
||||
| Unanidigezh | 843 gant Kenneth I | ||||
| GDP (PDG) • En holl • dre zen |
2002 war a greder. $130 a viliardoù $25,546 |
||||
| Moneiz | Lur saoz (£) (GBP) | ||||
| Takad eur - Eur hañv (DST) |
GMT (UTC+0) BST (UTC+1) |
||||
| Sant-paeron | Sant Andrev | ||||
| Kan broadel | Hini ebet degemeret da vat | ||||
| Bleunienn vroadel | Askol | ||||
| Domani Internet TLD | .uk | ||||
| Kod pellgomz | 44 | ||||
Skos pe Bro-Skos, pe c'hoazh Alba diwar hec'h anv gouezelek, a zo ur vro geltiek e lodenn norzh Breizh-Veur. Ul lodenn eus ar Rouantelezh Unanet eo, a-gevret gant Bro-Saoz, Kembre ha Hanternoz Iwerzhon.
En norzh hag er c'hornôg da Vro-Skos emañ ar Meurvor Atlantel, er reter dezhi emañ Mor an Hanternoz, er c'hreisteiz emañ Bro-Saoz hag er mervent emañ Mor Iwerzhon. 78.772 km2 eo gorread Bro-Skos, ha sevel a ra he foblañs da 5 222 000 a dud (e 2010). En tu-hont d'an douar bras ez eus 790 enezenn bennak. Dinedin eo ar gêr-benn, Glasc'ho ar gêr vrasañ. Aberdeen ha Dundee eo an div gêr bouezusañ war-lerc'h, dirak Stirling, Perth, hag Inverness.
Ouzhpenn saozneg e vez komzet gouezeleg, en inizi ar c'hornôg dreist-holl, ha skoteg, ur yezh kar d'ar saozneg. Robert Burns, barzh brudetañ Bro-Skos, a skrive e skoteg.
[kemmañ] Istor
Rouantelezh Skos a voe ur Stad dizalc'h betek 1707. Er bloavezh-se e voe sinet ur feur-emglev da unaniñ Rouantelezh Bro-Saoz ha Bro-Skos, evit krouiñ Rouantelezh Unanet Breizh Veur. Gant an unaniezh-se ne voe ket kemmet reizhiad lezennel Bro-Skos, zo chomet, betek hiziv, disheñvel diouzh an hini a dalvez e Bro-Saoz, e Kembre hag e Hanternoz Iwerzhon. Dre ma voe miret gant Bro-Skos he lezennoù dezhi, ur reizhiad skol hag ur relijion disheñvel diouzh ar peurrest eus ar Rouantelezh Unanet eo chomet dibar he fersonelezh hag he sevenadur betek bremañ.
En XIXvet kantved e krogas tud da c'houlenn dizalc'hted Bro-Skos diouzh Bro-Saoz hag e dibenn an XXvet kantved e voe graet berzh gant ar mennozhioù-se. En eil lodenn eus ar c'hantved tremenet e voeo tapet nerzh, tamm-ha-tamm, gant ar Scottish National Party (SNP, "Strollad Broadel Bro-Skos"), a c'houlenn dizalc'hted Bro-Skos. Abaoe 1999 ez eus ur parlamant emren evit Bro-Skos. E miz Meurzh 2007 e voe tapet ar brasañ niver eus ar sezioù ennañ gant an SNP hag e miz Mae 2011 eo bet gounezet ar muiañ-niver dreistel gant ar strollad-se (69 sez diwar 129).
[kemmañ] Rannadurioù melestradurel
- Gwelet ar pennad gouestlet da Rannadurioù Bro-Skos
Evit a sell ar gouarnamant lec'hel ez eo rannet Bro-Skos e 32 dakad anvet Council Area e saozneg ha Comhairle e gouezeleg. Gouarnet int gant un aotrouniezh-unan anvet Council (kuzul) e saozneg evit 31 anezho ha Comhairle, e gouezeleg, evit unan anezho.
Lakaet int bet da dalvezout e 1996.
Etre 1975 ha 1996 e oa rannet Bro-Skos e rannvroioù, hag ar rannvroioù-se a oa rannet e distrigoù.
Etre 1889 ha 1975 e oa rannet ar vro e kontelezhioù, kontelezhioù kêrioù, e burghoù bras ha burghoù bihan.
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek - Rouantelezhioù brezhon - Enez Vreizh - Galia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |