XIvet kantved

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
I milved | Eil milved | IIIe milved
../.. | IXvet kantved | Xvet kantved | XIvet kantved | XIIvet kantved | XIIIvet kantved | ../..

Bloavezhioù 1000 | Bloavezhioù 1010 | Bloavezhioù 1020 | Bloavezhioù 1030 | Bloavezhioù 1040
Bloavezhioù 1050 | Bloavezhioù 1060 | Bloavezhioù 1070 | Bloavezhioù 1080 | Bloavezhioù 1090

1001 1002 1003 1004 1005 1006 1007 1008 1009 1010
1011 1012 1013 1014 1015 1016 1017 1018 1019 1020
1021 1022 1023 1024 1025 1026 1027 1028 1029 1030
1031 1032 1033 1034 1035 1036 1037 1038 1039 1040
1041 1042 1043 1044 1045 1046 1047 1048 1049 1050
1051 1052 1053 1054 1055 1056 1057 1058 1059 1060
1061 1062 1063 1064 1065 1066 1067 1068 1069 1070
1071 1072 1073 1074 1075 1076 1077 1078 1079 1080
1081 1082 1083 1084 1085 1086 1087 1088 1089 1090
1091 1092 1093 1094 1095 1096 1097 1098 1099 1100

Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman


D'ar 1 Genver 1001 e krog an XIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1100.

Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ eus Istor Europa.


Darvoudoù[kemmañ]

Amerika[kemmañ]

Oseania & Meurvor Habask[kemmañ]

  • Henvarevezh maori e Zeland-Nevez (betek 1350).
    • Heñvel-mat eo strolladoù traezoù al lankad kentañ-mañ ouzh re Polinezia greiz, keladurioù maen levnet, higennoù askorn, maen ha kregin, ispilhennoù ha troioù-gouzoug askorn, treantoù ha nadozioù tatouiñ.
  • Deroù savidigezh delwennoù kizellet Enez Pask (betek e-tro 1600). Hañvalout a ra niver annezidi an enez (degouezhet e-tro 400) bezañ aet en tu all da 7000 a dud. War goazhañ ez aio o sevenadur gant digresk produerezh ar boued hag ar c'hoad adal 1600. Stlapet e vo an holl delwennoù d'an douar e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved. Niverus eo an delwennoù chomet diechu ha damsanket e mengleuzioù bazalt Rano Raraku, ar pezh a seblant lakaat war wel reuzioù trumm.

Reter Afrika[kemmañ]

  • Evit doare, deroù savidigezh monumentoù kentañ kêr Zimbabwe. O renkoù o dije graet ur boblad saverien deuet eus ar gwalarn e-touez ar vengleuzerien staliet en trowardroioù abaoe ar Vvet kantved pe war-dro.
    • Liammañ a ra lec'hiad Zimbabwe peurvanoù an douaroù izel gant re an uhelgompezennoù ma kav repu an tropelloù da vare koulzad ar glaveier pa gouezh gwalenn ar c'helien tse-tse war an douaroù izel.
  • Kerkent hag an XIvet kantved e vije bet treizhet al Limpopo gant meuriadoù bantou zo. Goude-se o dije hedet an aod trema ar su.
  • Eus an XIvet betek an XIIIvet kantved e talc'h penn an Aotrounez Dongola, e Nubia, ouzh donedigezh an Islam. Berzh a ra o stourm a-enep da araokadennoù o amezeien vuzulman. Un truaj a baeont da Egipt zo buket he holl nerzhioù a-enep d'ar groazourien e Siria hag e Palestina. Profitañ a ra Nubia gristen evit mirout he dizalc'hiezh.

Kornôg Afrika[kemmañ]

  • Bog rouantelezh Ghana.
    • 1076 : kregiñ a ra Impalaeriezh Ghana da vont a-dammoù war-lerc'h preizhadenn ar gêr-benn (Kumbi)
  • Sevel a ra ar Vosied Stadoù brientinien a traoñiennoù kreiz hag uhel ar stêr Volta (XIvet ha XIIvet kantved). Tost d'ar rouantelezhioù muzulman, ez eo Yatenga ar rouantelezh nemeti n'eo ket ken fall anavezet a-douez ar rouantelezhioù enevuhezour-mañ.
    • Derc'hel penn groñs a ra ar Vosied ouzh araokadennoù an Islam hag ouzh o amezeien galloudusoc'h, armet hag aozet gwelloc'h egeto. Alies emañ ganto an intrudu war an argadiñ
  • En em staliañ a ra an Douareged e bro an Air.
  • En em ledañ a ra Kanem-Bornu suoc'h war-du Nigeria hiziv an deiz
  • Krouet eo ar c'hentañ eus ar seizh Stad-keoded gant an Haousaed e Nigeria.
  • Dont a ra biojoù an Hodh e Maouritania da vezañ un dezerzh.

Azia[kemmañ]

  • 1001 : Mahmoud Ghazni, rener muzulman Ghazni, a grog da gas argadegoù en hanternoz India; padout a raio betek 1027.
  • En em gavout a ra e Tibet misionerien voudaat nevez deuet eus India; en o mesk, Âtîśa, genidik eus rouantelezh Pala e Bengal (1042). Heuliadoù a vo gant an "eil diazezadur"-mañ war stad politikel ha relijiel ar vro. En em staliañ a ra ar c'hladdalc'helezh ha teokratelezh Tibet e-pad ar mare-se. E-kichen an noblañs eo kreñvaet lec'h ar manatioù ken war an dachenn relijiel ha war dachenn traoù ar bed. E manatioù zo e chom bev ar gredenn hengounel a embann e vez adenkorfet al lama pe beleg meur ar gumuniezh en ur bugel pe en ur paotr yaouank war-lerc'h ar marv. Hennezh a zeu da vezañ penn nevez ar manati
  • En India, treuztiriadoù bras gant ar Romed, moarvat da-heul an aloubadegoù muzulman. Skeiñ a reont war-du ar c'hornôg en ur dreuziñ Iran ha dre Azia Vihanañ hag Impalaeriezh Bizantion.
  • Mont a ra ar roue Anawrahta eus Birmania da birc'hirinañ da Sri Lanka, distreiñ a ra da dreiñ e vro a-du gant ar feiz boudaat Theravada.

Europa[kemmañ]

Armerzh & Kevredigezh[kemmañ]

  • En Italia, e krog Firenziz da ziorren an artizanerezh hag ar greanterezh diazezet war ar gloan. Savet eo danvezioù Firenze, tev-mat ha ruz o liv, gant an Arte della Lana (Gild ar gloan) hag enporzhiet gant Pisa dre-holl Europa ar c'hornôg.

Arz & Sevenadur[kemmañ]

Tud[kemmañ]

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù[kemmañ]

Roll ijinadennoù an XIvet kantved