Enez Pask

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Rapa Nui
Enez Pask
Banniel Enez Pask ardamezioù Enez Pask
Banniel ardamezioù
Kan broadel: Te Pito Te Henua
Lec'hiadur Enez Pask
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Hanga Roa
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg ha Rapanui
Strolladoù etnek Rapanui 60%, European pe mestizo 39%, Amerindian 1% (e 2002)
Gouarnamant Merourva rannvro Valparaiso
 - Gwarnour-proviñs Melania Carolina Hotus Hey
Gorread
 - Hollad 162 km²
 - Dour (%) 0
Poblañs
 - istimadur 2009 4.781 ()
 - niveradeg 2002 3.791
 - Stankter 22/km² (29.22)
Moneiz Peso chilean ([[ISO 4217|CLP]])
Gwerzhid-eur (UTC-6)
Kod kenrouedad .cl
Kod pellgomz +56 32
Lec'hiadur an Enez Pask war ar voull-Zouar.

E-kreiz Su ar Meurvor Habask emañ Enez Pask (Rapa Nui e yezh ar vro, hag Isla de Pascua e spagnoleg), hag a zo an dachenn douar ar pellañ eus an douaroù all. Bez 'z eus 3 700 km etre an enez ha Bro-Chile, ha 4 000 km etre hi ha Tahiti. Ken pell all emañ an douaroù tostañ eus tu an norzh hag ar su, gant 3 800 km betek an inizi Galápagos ha 5 000 km betek Antarktika. Stumm un tric'horn bihan a zo gant an enez-se (un tammig brasoc'h eget Pariz).

Istrovanel eo an hin gant un temperadur keidennek par da 21 °C, an temperadur izelañ a zo 18 °C e miz Gouere/Eost hag an uhelañ a zo e C'hwevrer, 28 °C. Alies e vez glav (1 138  mm/bloaz), met a-gementadoù bihan bewech.

Trevadennet eo bet an enezenn-se gant Polinezianed er Vvet kantved. Lakaet e vez Enez Pask da harz Polinezia eus tu ar reter pellañ. Stummañ a ra, gant enezeg Hawaii en norzh ha Zeland-Nevez er su, unan eus bevennoù Polinezia, enni kantadoù a inizi.

Geografiezh[kemmañ]

Orin[kemmañ]

Toull-diskarg ar menez-tan Rano Kau.

Daou vilion a vloaz 'zo, kresket en deus ar menez-tan Poike, kement en deus dibaseet eus an dour. Ur milion a vloaz war-lerc'h e 'z eus bet ar menez-tan Rano Kau, hag er fin e 'z eus bet, 760 000 bloaz goude, ar menez-tan Maunga Terevaka. Graet eo Enez Pask gant 74 menez-tan aet da get. Dre mikrohinad paludenn ar Rano Kau e 'z eus bet ur bern a blantoù en he c'hreiz, dreist-holl broen hag totora. Gouest int, ar plantoù-se, da zougen un den, kement 'maint solud ha tev. Betek 1973, alies ez aent, ar Rapanui, da gerc'hat dour e paludenn ar menez-tan Rano Kau. Dislonkadenn-danveneziek diwezhañ ar menez-tan Rano Kau, 'zo bet 10 000 bloaz 'zo. E doull-diskarg, lec'hiet da 250m a-us live ar mor, gant un dreuzkiz hag a vuzul muioc'h eget 1 c'hilometrad, ha gant ur baludenn a 280m donder.


Gweledva[kemmañ]

N'emañ ket Enez Pask ur baradoz. Seblant a ra bezañ krin, n'he deus tamm stêr ebet. Skubet eo, alies-tre, an douar gant an avel-mor, hag ez eus nebeud-tre a blantoù. Goloet eo Enez Pask gant ul liv melen/gwenn. Evel-se emañ an enezenn, dre fazi ar Saozon, peogwir e veze desavet kalz a deñved gante, e penn-kentañ an 20vet kantved. Hag ne oa ket posubl d'ar plantoù kreskiñ da nebeutoc'h eget 50sm donder en douar, neuze diaes tre eo evit ur wezenn da vevañ aze. Ne 'z eus nemet div draezhenn wir, lec'hiet da 15km eus ar geriadenn, roz emaint dre 'maint graet gant tammoù koural.

Ur bern a groc'hoù hag ar riboulioù danzouar (muioc'h eget 100) a vez kavet war an enezenn, dre ma 'z eo graet an aod gant lava, hag gant nerzh an dour ez eo bet graet toulloù betek kaout ribouloù ha kroc'hoù. Servijet o deus kalz d'en em skoachañ hag evit bevañ e-barzh, d'ar Rapanui.

Ne 'z eus loen ebet o vevañ war an enezenn-se hag n'emañ ket bet degaset gant an den, holl loened o vevañ war an enezenn a zo bet degaset gant an den. Ar razhed hag ar yer, 'zo bet degaset gant ar bolinezianed, 'zo bet 'pad pell ar c'hig nemetañ war an enezenn. Hag goude, gant an Europiz, ez eo bet degaset kezeg, saout hag deñved.

Ar Sophora Toromiro a zo ur wezenn vihan eus familh ar Fabaceae, hag a vez kavet nemet en inizi ar meurvor Habask. Toromiro all ebet 'zo bet kavet war ar blanedenn, neuze dont a ra sur a-walc'h ar blantenn-se eus Enez Pask (ar roudoù koshañ kavet a zo deus 30 000 bloaz 'zo). Implijet e oa ar wezenn-se evit kizellañ moaioù e koad, met distrujet e voent dre fazi an deñved degaset gant an Europiz. Ar wezenn Toromiro diwezhañ kavet a voe e 1955, gant an henoniour Thor Heyerdhal, er menez-tan Rano Kao. Kavet e voe ar plantoù ral-tre, dreist-holl er menez-tan-se. Miret int(ar plantoù ral) e mirdioù evel hini ar Chili hag hini Norvegia. Ur bern a daol-esae 'zo bet graet evit plantañ ar plantoù-se war an enezenn, met c'hwitaet e voent holl.

Plantoù all 'zo aet da get, ar Paschalococos Disperta. Roudoù bras diouto a zo bet kavet dre zielfennadur ar pollen gant John Flenley hag S.M. King. Tost tre diouzh ar wezenn palm ramzel o tont eus ar Chili, ar Jubaea chilensis. Gallet en defe ar wezenn-se servijout da dreuzdougen ar moaioù. Ar Jubaea chilensis a zo palmez brasañ ar blanedenn.

Gwel-meur draezhenn Anakena.

Istor[kemmañ]

ur sevenadurezh ha n'eo ket ken kozh ha-se[kemmañ]

Eus 1500 a-raok J-K betek 800 goude J-K, ergerzhout a rae ar Bolinezianed un dachenn-mor bras spontus (brasoc'h eget ar Vikinged), e-kreiz meurvor Habask. Dizoloet e voe ganto, an Enez Pask e 500 goude J-K, kevatal d'ar Grenn-Amzer Europat. Betek ar 5 a viz Ebrel 1722, an deiz ma erru an Europiz, ar re hag a deufe da vezañ ar Rapanui, a groue ur sevenadur-meur. Laret e vez hiziv an deiz, ez eo unan eus sevenadurioù, ar muiañ dreist-ordinal.

Diouzh pennmojenn Rapanui, seiz diaraoger a vefe bet kaset er reter gant ar Bolinezianed, dizoloet o defe an enezenn. Goude-se e teuas ar rouez Hotu Matua evit en em staliañ war an enezenn, gant e wreg Avareipua. Degaset e voe gantañ ur bern a dud, paotred, merc'hed, bugale, plantoù ha loened evit gallout bevañ war an enezenn. Kizellet e voe neuze, gant ar Rapanui, delwennoù war an enezenn, 7 moai, evit ar 7 diaraoger. Posubl eo gwelout anezho c'hoazh, hiziv an deiz, emaint war ar Ahu Akivi, an Ahu nemetañ, war an enez, lakaet e kreiz an enezenn hag n'eo ket e bord ar mor evel ar re all. Reteret war-zu ar mor, emaint o sell an enez Polinezia.

Diouzh ar vojenn, rannet e vefe poblañs an enezenn e lodennoù. Ar pennlodennoù, a oa ar berr-skouarnegerien, sur-a-walc'h diskennidi ar Rapanui kentañ, diskennidi Hotu Matua. Hag an hir-skouarnegerien, degouezhet kalz goude war an enezenn. Bepred diouzh ar vojenn, er 17vet kantved, ur bern a vrezelioù a vefe bet etre an div bobl-se, ur bern a dud a vefe bet lazhet. Sur-a-walc'h ez eus bet ar brezelioù-se dre fazi an diouer a voued, ha dre fazi anadennoù direizh an hin. En ur prantad-diskar a oa ar Rapanui, ar pezh a voe grevusaet gant degouezh an Europiz.


Degouezh an Europiz[kemmañ]

Ar re gentañ o kavout Enez Pask a voe an Hollandeed (e touez an Europiz), en Eost 1721, mont a reas an amiral Hollandad Jacob Roggeveenda da glask ur c'hevandir er Meurvor Habask Su. Dizoleiñ a reas Enez Pask d'ar 5 a viz Ebrel 1722, met chom a reas nemet pemp devezh warni. Hag dre ma 'z eo bet kavet an enezenn-se an deiz Pask ez eo bet anvezet “Enez Pask”.

Degouezh an Europiz.

Goude, ez eo bet ar Spagnoled e miz Kerzu 1770. Dizolet gant Felipe Gonzales y Haedo, int ivez o klask un enezenn er Su. Chom a rejont c'hwec'h devezh war an enezenn. Dont a reas an enezenn da vezañ Spagnolad, anvet e vez anezhi Isla de San Carlos, en enor d'ar roue Carlos III.

E 1774, ar saoz James Cook, o tistro eus Antarktika, a chomas war an enezenn e-pad tri devezh. Komz a reas diouti e-pad pell e-barzh e istorioù, met evitañ n'e dalveze ket ar boan kaout anezhi, n'he doa perzh strategel ebet evit Bro-Saoz nag evit ar broioù all.

Ober a reas ar gall Jean-François de Galaup de la Pérousse un ergerzhadenn e Su Meurvor Habask. Dizoleiñ a reas an enezenn d'an 9 a viz Ebrel 1786. Deuet e oa eñ gant skiantourien hag ofiserien evit dizoleiñ ar monumantoù hag an tier Rapanui. Un toullad a blanioù a voe treset ganto, evit ar wech kentañ. Goude bezañ dizoloet gant ar bed a-bezh, e voe pilhet hag gwall-laeret forzh pegement an enez.

Pilhaj hag Gwall-laerezh[kemmañ]

Un toullad a akipaj estren a voe o klask argadenniñ an enezenn, e penn-kentañ ar XIXvet kantved. Ar re hag a oa deuet a-benn a grogas gant gwall-laerezhoù spontus. Goude lazherezhioù, skrapadennoù hag gwallerezhioù, e krogas ar Rapanui da vezañ tagus a-enep an dud o tegouezh war o enezenn. En em difenn a reont en ur stlepel mein hag en ur youc'hal. D'an 12 a viz Kerzu 1862, e voe paket ur miliad a Rapanui, gant marc'hadourien sklavet o tont eus Perou. E-touez ar brizonidi e oa ar familh-real hag an holl skiantourien gouest da disifrañ ar skritur rongo rongo. Lakaet int da labourat e minoù ar Perou eus guano, ul labour diaes ha taer. Dindan gwask Bro C'hall hag Bro Saoz, e voe dieubet ar Rapanui, d'an nebeutañ ar pezh a chome diouto, 80% diouto a voe marvet er mengleuzioù. 15 diouto a zistroas war o enezenn. Hep gouzout, e voent bet kontamanet, gant ar variol, gant ar Beruvianed. Muioc'h eget an hanter eus ar pezh a chome diouto a voe lazhet gant ar c'hleñved-se. Chom a ra hiziv an deiz nemet tud 100% Polinizian war an Enez Pask.

Dont a reas ar breur Eugène Eyraud war an enezenn e miz Mae 1863, chom a reas 9 miz ha dont a reas en-dro evit bevañ war an enezenn e miz Meurzh 1866. Deuet e oa, gant tri misioner, evit avielañ an annezidi, met diskariñ a reas, c'hoazh muioc'h, ar relijion Rapanui. E 1968, da varv ar breur Eyraud, e voe kemeret, gant ul lestr-brezel Amerikan, delwenn muiañ kehelet an enezenn, anvet Hoa Hakananai'a pe ar Freuzeur gwagenn. Erru a reas Jean-baptiste Dutrou-Bornier, un avanturer gall, war an enezenn e miz Ebrel 1868. Gantañ, emañ ar c'hoant prenañ ar muiañ a dachennoù-strujus posupl, evit ar sevel loened. Prim a-walc'h, en em lakaat a ra roue an enezenn ha tiranizañ a ra ar Rapanui. Drouklazhet eo bet e 1877.


Bezañs ar Chileaned[kemmañ]

Ar c'homandant chilian Policarpo Toro.

D'an 9 a viz Gwengolo 1888, e kemer ar c'homandant chilian Policarpo Toro an enezenn evit e vro (Bro Chili). Un nebeud a amzer goude, e laosk ar gouarnamant al labour-douar d'ur gompagnunezh saoz: Wiliamson-Balfour. Desevel a reont deñved, ar pezh a zrasto kalz glazadur an enezenn. Parket e vez, tamm-ha-tamm, ar Bascuaned er geriadenn Hanga Roa hag a zo kêr-benn an enezenn hag ivez ar c'hêr nemeti, kelc'hiet gant orjaloù-pik. Dibosupl eo mont er maez eus an dachenn-se nemet ma ez eo bet goulennet d'ur pennsoudard chilian, hag asantet gantañ ar mont er maez. Echuiñ a ra kevrat-feurmiñ an enezenn gant ar saozon e 1952. Kreñvaat a reas ar Chileaned o dalc'h war an tiriad evit abegoù strategel ofisiel. Kontrolliñ a reont neuze 90% eus an enezenn, en ur barkañ ar boblañs er geriadenn. E 1966, e vez staget ar Bascuaned da broviñs Valparaiso. Roet e vez dezho an droet da votiñ hag paperioù idantelezh. Anvet int Pascuaned, dre ma e deu eus ar ger Pascua hag a dalv pask e spagnoleg.

Hiziv an deiz, ez eo liammet an enezenn gant Santiago (kêr-benn ar Chili) hag gant Papeete, gant daou garr-nij o tremen bep sizhun, eus ar gompagnunezh-aer LanChile, ganto ur monopol. Desket e vez war an enezenn ar yezh rapanui, evit saveteiñ anezhi. Sammañ a reont atebegezh, hiziv-an-deiz, evit kaout droad d'un emrenerezh brasoc'h, c'hoant o deus bezañ dieubet un tammig eus ar pennadurezh chilean. Evit ar Chili n'emañ ket gouest an enezennn da verañ o c'hudennoù o-unan.

Henoniezh[kemmañ]

Delwennoù ramzel[kemmañ]

838 moai 'zo niveret war an enezenn.

Aroueziñ a ra ar moaioù an doueed hag an hendadoù. Pep meuriad o devoa o hini, aozet war ur savenn-sakr, anvet ahu, implijet e oa ivez evel bezioù hag bepred staliet a-hed an oadoù. Staliet int ar gein war-zu ar mor hag ar dremm war-zu an tier, emaint o wareziñ anezho. Diouzh an hengoun, ez eo kiriek pep moai eus lodenn ar bed emañ o sell.

15 moai war an ahu Tongariki.

Ar meurveinoù a zo bet, al lodenn vrasañ, molumet e-barzh roc'h ar menez-tan Rano Raraku. Choazet eo bet ar mein-se peogwir ez eus tu kizellañ anezhi aes-tre. Kemmesket eo gant ludu ar menez-tan fetiset hag gant tammoù maen-bazalt, ar pezh a ro un danvez mat-tre evit kizellañ. Ar moaioù a voe kizellet penn da benn er mengleuz, pep munud a voe graet er mengleuz, hag goude e voent degaset d'al lec'h ma 'voent staliet.

Diouzh ar vojenn, ar moaioù 'voe douget gant un dreistnerzh, anvet ar mana, kerzhout a raent o unan betek o savenn. E gwirvoud, evit treuzdougen anezho e oa ezhomm ur bern a dud, gant ur pezh mell nerzh hag ivez kalz a amzer. Ne oa ket trawalc'h a goad gant ar Rapanui evit lakaat da ruilhal an idoloù war hanochennoù, diblaset e vefent bet war-sav, en ur sachañ war kordennoù-plant, dre an tu dehou hag goude dre an tu kleiz.

Ar moai Te Paro e-keñver un den.


Moai Te Paro a zo ar brasañ moai war an enezenn. Hiziv emañ lakaet a plad, muzuliañ a rae, gant ar pukao, 12 metrad ledander evit 80 tonenn. E savenn, anvet Ahu Te Pito Kura, a zo da 6km eus ar meingleuz. Diouzh istamadur skiantourien 'zo, ez eus bet ezhomm ur bloaz hag 30 den evit kizellañ anezhañ, 2 viz hag 90 den evit diblaseal anezhañ, hag 5 miz hag 90 den a-benn lakaat anezhañ a-sav war e savenn. Kavet eo bet unan all c'hoazh brasoc'h, er mengleuz (met ket echu), ur moai a 21,65m hirder, anvet Te Tokanga. Ur wech distaget e vefe bet pounner-tre, 200 tonenn.

Kizellet e voe gant ar Rapanui moaioù brasoc'h-brasañ, evit sioulaat an doueed hag an hendadoù, e-pad ma 'oa cheñchamantoù hin gwashoc'h gwashañ, hag nebeutoc'h nebeutañ a draoù da zebriñ. Distagañ a reas brezelioù meuriad e fin ar XVIIIvet kantved. Distrujet e voe delwennoù ar c'hlan all e-giz rebourserezh, an nebeut hag a zo chomet a zo bet pilhet hag lakaet war a blad, er XIXvet kantved gant ar re o tont eus ar c'hornog. Er XXvet kantved ez eo bet lakaet war-sav delwennoù 'zo gant ar skiantourien hag gant mesen estren. E 1955, Thor Heyerdahl a adlak war-sav moai digenvez an Ahu Ature Huki, e bae Anakena. Lakaet eo bet war-sav goude 18 devezh, a-drugarez da Pedro Atan, maer ar geriadenn. Emañ c'hoazh war-sav hiziv an deiz.

Delwennoù koad[kemmañ]

Ar ger Rapanui “moai” a zo implijet evit n'eus forzh peseurt kizelladur antropomorf pe zoomorf, e koad pe e mein. Ar c'hizelladur war c'hoad a zo unan eus ar c'hoshañ hag sakrañ sevenadur ar bobl polinezian.

Evito ar c'hoad a zo an danvez hag a arouez ar muiañ an darempredoù etre an den hag an nerzhoù dreist-ordinal: liammañ a reont an douar gant an oabl hag e warezont an evned, gaserien an doueed.

Moaioù Kavakava.

Ar moaioù e koad n'int ket ken stereotipet hag ar re e maen, met respont a reont da dezverkoù kenedouriezh resis-tre. An delwennoù antropomorf a arouez tud, tri strollad a zo:

  1. Ar moai tangata, a zo alies-tre tud e noaz, sur a-walc'h an hendadoù. Pezhioù rall tre int, kement ma 'z eo posubl kontañ anezho war bizied an dorn.
  2. Ar moai kavakava, chom a ra nemet hanter-kant diouto, aroueziañ a reont an akuaku (speredoù). Daoust m'o deus kostezennoù balirek, d'o gwareg an abrant, o avaligoù hag o groñj merket, ho c'horf 'zo kizellet gant blizoni. Echu a ra al livenn-gein, e live an dargreiz, gant ur walenn, evel ar moai e maen.
  3. Ar moai papa, ne 'z eus nemet un dek bennak hag a zo anveet. Ar moai papa a zo plat pa sellomp war ar c'hostez (hag ivez gant nebeud a dorosennadur), met seblant a ra bezañ bras pa sellomp en dirak.

Mod-all ez eus ivez ar moaioù zoomorf, hag a ziskouez tud hanter loen, kizellet e-barzh un tamm koad kamm. Gwaregoù an abrant bras o deus, echuiñ a ra o fri en un tric'horn, krec'h ar c'hlopenn a zo ront, ar vrec'h 'zo skoachet dindan ar c'horf hag a echu a-wechoù gant bizied hir, staget eo an div gar, evit echuiñ al livenn-gein ez eus un aveler e stumm ul lost labous, arouez hag a vez kavet war ar moai tangata manu (an den-labous).

Rei miro a dalvez “tro-gouzoug e koad”, douget e oa gant roue an enezenn hag e uheliad, deuet eo da vezañ arouez ar vanniel Rapanui.

Orongo hag an den-labous[kemmañ]

E su-kornog an enezenn emañ ar geriadenn Orongo, e tu kleiz ar menez-tan Rano Kau. Bez ez eus un 50 tier bennak, savet int gant daroù-mein fin dreistlakaet. Krouet e oa bet gant ar Rapanui, mon-treoù izel tre, ret e oa mont 'barzh en un skrampañ. Adal Orongo, e c'helle ar Rapanui gwelout an enezennoù Motu Kau Kau, Motu Iti hag Motu Nui. Bep bloaz, e rae gwennili-mor, muioc'h eget 100km evit dont da dozviñ war an inizi-se. An anadenn-se a roas ganedigezh d'al lid relijiel pouezusañ an enezenn. Lid an den-labous, a dibunae eus ar miz Gouere d'ar miz Eost, e-pad nevez-amzer ar su, koulz ma dozv ar gwennili. Ur genstrivadeg e oa, ar pal a oa degas vi kentañ ar c'houlz-amzer, ret e oa neuñval 2km betek an enezenn Motu Nui, en dour danjerus dre ma 'oa ur bern a rinkined, goude bezañ erruet war an enezenn e oa ret gortoz sizhunvezioù evit kaout vi kentañ an nevez-amzer. An hini hag a c'houneze, en devoe titl an den-labous. Dont a rae da vezañ hanter-doue, laret e veze e oa bet digaset gant an doue Make Make, doue brasañ ar Rapanui. E-pad ur bloaz, en devoa an den-labous da chom e-barzh ur groc'h hag degaset a veze dezhañ boued, dont a rae da vezañ ar c'hendivizer etre an doueed hag an dud. Kavet e vez ur bern a daolennadur, war dachenn-henoniel Orongo.


Petroglif[kemmañ]

Ur bern a piktogramm a voe livet gant ar Rapanui, e lec'hioù disheñvel an enezenn. Emaint aroueziadurioù grafikel, skeudennus pe arouezel, met chom a ra hiziv-an-deiz un nebeud diouto. An arouezusañ, gant laboused, a voe kavet e su an enezenn, e-barzh ar groc'h Ana Kai Tangata. Evit livañ o zresadennoù, e implije ar Rapanui ar ki'ea: ur meskad eoulek, o tont eus an douar gwenn ha ruz, eus an tornaodoù hag sev ar plantoù. Ar moaioù a oa ivez induet gant ar meskaj-se. Ar petroglifoù a zo engravadurioù war vein. Kavet e vez anezho e lec'hioù disheñvel war an enezenn, kavet e vez ar re vravañ ha brasañ e Orongo hag dirak an ahu Tongariki. Petroglifoù Papa Tataku Poki, kizellet war an douar roc'hellek, aroueziañ a reont glifoù rapanui, baoted, pesked hag ivez an den-labous.

Ar park vroadel rapanui, 40% eus an enezenn, a voe diskleriet evel glad bedel mab-den, e miz Kerzu 1995.

Sevenadur[kemmañ]

Yezh[kemmañ]

Yezh ar re hag a zo o chom war an Enez Pask a zo anvet ar Rapanui. Kenderv pell an tahitianek, a zo ur yezh doare polinezian. En em treuzkaz a ra henvroad, eus remziad da remziad, ar yezh-se abaoe muioc'h eget 15 kantved. Ul lusk merket hag konsonennoù dous en deus ar yezh, alies e vez adlavaret ar silaboù, evel en dro-lavar “rongo rongo” hag a dalv “skritur”. Hiziv-an-deiz, war ar 4000 annezad o vevañ war an enezenn, un drederenn diouto a zo chilean hag na oar komz nemet spagnoleg. Met stourm a ra ar Rapanui evit mirout bev ar yezh, ha modernaat anezhi, treiñ gerioù modern 'zo e Rapanui evit lakaat ar yezh da vont war-raok. E-pad ar bloavezhioù 1960, e kemer perzh an enezenn en ekonomiezh ar Chili (savadur an aerborzh hag degouezh melestradurezh keodedel ar Chili). En em staliañ a ra, Kargidi ar c'hevandir, war an enezenn, ur bern a zimezioù kemmesket a zo etre ar re o chom war an Enez Pask hag ar re o tont eus ar Chili hag ar broioù all. Hag ivez bez ez eus kalz muioc'h a veajoù da vro Chili, kalz muioc'h a douristed. Kollet a ra neuze ar Rapanui o arouez mestroniour. Goude-se ez eo kalz aesoc'h implij ar spagnoleg er c'hornoù kommuniezhel, hag goude bez eus muioc'h muiañ a dud hag a oar komz spagnoleg, desket e vez da bugalegoù 'zo ar spagnoleg evel yezh-vamm, evit n'o defe ket ar memes kudennoù hag o deus bet o zadoù. Daoust ma 'z eo bet un tammig laosket da gostez ar Rapanui e-pad fin an 19vet kantved, chom a ra ar Rapanui ar yezh muiañ komzet gant ur bern annezidi 'zo. Darn vrasañ an dud gour, gant mammoù hag tadoù hag a ouie nemet ar Rapanui, a zo divyezhek, komz a reont spagnoleg el lec'hioù publik met komz a reont Rapanui en o zi. Da skouer, an oferenn katolik a zo dibunet e spagnoleg gant tammoù e Rapanui. Diouzh arbennigourien ar yezh a chomo bev e-pad pell a amzer c'hoazh.

E 1975, dekred a ra ministrerezh an deskadurezh-Stad deskadurezh ofisiel ar yezh. E 1946, desket e vez ar Rapanui er skolioù, er c'hentañ kelc'hiad. Diouzh skol-veur katolik Valparaiso, 58% eus ar boblañs a gomze ar Rapanui e 1998, hag 39% e 1979. E 1998, e krog deskadurezh ar Rapanui, er mod “soubidigezh”, el lise Lorenzo Baez Vega, an Enez Pask. An holl gentelioù, nemet ar spagnoleg, 'zo kelennet e Rapanui. 100 skoliad a zo kelennet er mod-se, modal evit ar re all e vez kelennet dezho ar mojennoù, an hengounoù, ar c'hoarioù hag ar sonerezh Rapanui. Krouet e vez e 2004 akademiezh ar yezh Rapanui.


Al lizherenneg Rapanui[kemmañ]

14 lizherenn a vez el lizherenneg Rapanui, distaget e vezont, tost an holl, evel e Brezhoneg.

Setu meingleuz ar menez-tan Rano Raraku, al lec'h ma veze kizellet ar moaioù.
Unan eus ar moaioù kizellet e meingleuz Rano Raraku.
A distaget evel e brezhoneg
E distaget evel e brezhoneg
H distaget evel un “h” hiraezet saozon
I distaget evel e brezhoneg
K distaget evel e brezhoneg
M distaget evel e brezhoneg
N distaget evel e brezhoneg
NG distagest evel “song” e saozneg
O distaget evel e brezhoneg
P distaget evel e brezhoneg
R rollet, nemet e penn ar ger
T distaget evel e brezhoneg
U distaget evel “ou” e brezhoneg
' ur son serret evel er ger hopal saoz “oh! oh”
Ar skritur rongo rongo.


Skritur[kemmañ]

Ar Rapanui a zo ar strollad polinezian nemetañ bet ijinet ganto ur seurt skritur, met goude ar skrapoù bet graet en Enez Pask er 19vet kantved, hag ar gouennlazh hag a zo bet goude, ster ar skritur-se 'zo aet da get, chom a ra hiziv-an-deiz unan eus brasañ kevrin Enez Pask. Anvet eo ar skritur Rapanui, rongo rongo, chom a ra, hiziv an deiz, nemet 21 tablezenn, 1 vazhig-skritur hag 595 glif diazez, diouzh ar skritur-se. Gant stummoù antropomorf , zoomorf pe geometrek, aozet int en ur mod linennel war skorioù e koad-levn, gant dent rikin pe gant tammoù obsidian e oant kizellet. Lennet e veze, evel ar boustrofedon, kroget e veze da lenn en tu kleiz hag goude bezañ erruet d'al linenn e veze kroget da lenn en tu dehou hag goude en tu kleiz en-dro, cheñchet e veze tu, bepred pa oamp erruet d'al linenn. Ne z'eus nemet un nebeud a dud hag a ouie lenn an testennoù-sakr, an tangat rongo rongo a ouie lenn ar rongo rongo.


Kontadennoù hag mojennoù[kemmañ]

1.Hotu Matua hag ar 7 ergerzher.

moaioù ar 7 ergerzher.

Diouzh ar vojenn, chom a rae ar roue Hotu Matua e Hiva. Hag un deiz, Hau-Maka, e guzulier kozh, en deus bet ur gweladur. E-barzh e gweladur, en doa welet un dachenn douar pellvor, anvet “Te pito o te kainga” pe “Matakiterani” (lagad o sell ouzh ar steredennoù), e-kreiz ar meurvor, war-zu an heol. Degas a reas Hotu Matua 7 ergerzher evit mont da glask an enezenn-se, anvet e oant: Ira, Raparena, Ku'uku'u A'Huatava, Rinirini A'Huatava, Nonoma A'Huatava, Uure A'Huatava, Makoi Rinirini A'Huatava. Erruet war Rapa Nui, e klaskent ul lec'h evit en em staliañ ha plantañ ignam. Degaset e oa bet gant daou diouto, ur moai hag un tro-gouzoug e perlez, hag a oa bet skoachet goude war an enezenn. Mont a raent holl kuit eus an enezenn, nemet unan hag a chomas, evit larout d'o roue ar pezh o doa kavet. Un deiz, koll a reas Hotu Matua e ditl-real, mont a reas neuze gant e familh hag e heuliad, war daou bahi (doubl kanoe), war-zu “Te pido o te kainga”. Dilestrañ a reer, war an enezenn, goude un toullad a devezhioù war ar mor, war draezhenn Anakena, el lec'h ma voe savet an ti-real nevez. Abaoe-se, anvet e voe an enezenn “Te pito o te henua” (bouton-kof ar bed). Hiziv an deiz, c'hoazh, an ahu Akivi (savenn-sakr), a lak ac'hanomp da soñjal e degouezh ar 7 ergerzher, 7 moai a zo staliet, o sell ouzh an dremmwel hag al lec'h ma e teuont, Hiva.

2.Ar berr hag an hir skouarnegerien. Diouzh ar vojenn, erruet eo an Hanau eeped (an hir-skouarnegerien), war an enezenn en amzer ma oa Tu'u Ko Iho ar roue. An Hanau momokoed (ar berr-skouarnegerien), ha diskennidi Hotu Matua, a voe souezhet o welet erruout ar bobl-se, hep maouez na roue, an hir-skouarnegerien. En em staliañ a reas an hir-skournegerien war ledenez Poike (e kornog an enezenn). Kizellerien moai e oant, gouzout a raen staliañ anezho war an ahuoù (savennoù-sakr). Dre m'o doa kemeret an diagentad war ar berr-skouarnegerien, goulenn a rejont dezho da teurel mein, o tont eus douar Poike, er mor evit kompezañ an douar. Met ne voe ket ket asantet gant ar berr-skouarnegerien. Neuze toullet e voe ur pezh mell touflez eus Te Hakarava betek Mahatua (war ledenez Poike), evit en em dispartiañ diouzh an Hanau momoko (pe berr-skouarnegerien). Neuze leuniet e voe gant dafarioù helosk, evit lazhañ o c'henoazerien. Skrapet a voe ur vaouez Hanau momoko, anvet Moko Pinge'i, gant un Hanau eepe. Bevañ a rae gantañ e Poike, hag e ouele evit he fobl. Un noz, mont a reas, hi, da welet an hanau momoko evit lavar dezho an dañjer. An deiz war-lerc'h hag diouzh he arhent, e voe taget an Hanau eepe dre souezhadenn, e-keit ma oant o kousket en ur c'hoari an dro da Te hakavara dre an aod. Toalet e voe an Hanau eepe en touflez, e-keit ma 'oa an tan e-barzh. Bez ez eus bet nemet 3 anezho o chom bev, 2 a voe peuliet hag an hini diwezhañ a voe laosket bev, bevañ hag dimeziñ a reas gant unan eus an Hanau momokoed, 1 bugel en devo. Mont a reas o diskennad da D/Tahai (er c'hornog). Met moai ebet ken a voe kizellet na staliet war an enezenn, aet da get e oa aet ar c'houiziegezh-se, dre fazi an Hanau eepe.

Enezig Motu Nui.

3.Evned Rapa Nui. Pell 'zo, ne 'oa labous ebet o dozviñ war Rapa Nui, nag war an enezenn nag war an enezig Motu Nui. Un deiz, dont a reas, ur beleg anvet Hiu(ur plac'h), d'en em azezañ war bord ar bae Hanga Nui. Bez e oa ur c'hlopenn-den, war ur roc'h, dont a reas ur skeud da gemer ganti ar c'hlopenn, neuñval a reas Hiu evit adtapout ar c'hlopenn, met ne deuas ket a-benn. Neuñval a reas neuze, ar c'hlopenn hag ar beleg, e-pad nozvezhioù ha devezhioù, betek erruout war inizi Motu Motiro Hiva (an inizi Sala y Gomez, dre an norzh-reter). Ur bern a guano gwenn a oa war an inizi-se, laboused-mor. En ur erruout war an draezhenn, en em treuzfeurmiñ a reas ar c'hlopenn e doue Makemake (doue pennañ ar Rapanui). Bez e oa war Motu Motiro Hiva an doue Haua, ur mignon da Makemake, hag a degemeras ar beleg hag Makemake, hag a roas ivez boued dezho (chom a rejont ur prantadig). Un deiz, goulenn a reas Makemake, d'e vignon Hua, ur c'houplad evned. Ur wech distroet war Rapa Nui, a laoskas da vont ar c'houplad war ledenez Poike (er reter an enezenn). Addont a reas, Makemake, ar bloaz goude, war an enezenn, evit sellout ma oa bet lieset an niver a laboused, met debret e oa bet ar vioù gant an annezidi. Goude-se, e voe degaset ar c'houplad, gant Makemake, e Viahu (e su an enezenn), met debret e oa bet c'hoazh, ar vioù gant an annezidi. Degaset e voe, ar bloaz goude, ar c'houplad e krec'h ar menez-tan Rano Kau, e Vai a Tare (e kornog an enezenn), gant Makemake. Laosket e voe gant an annezidi nemet ur vi, genel a reas dioutañ kentañ labous manu-tara (gwennili-mor) an enezenn. Addont a reas Makemake, war an enezenn, ar bloaz goude, met laoskañ a reas, ar wech mañ, al laboused war an enezig Motu Nui, el lec'h ma e erruont finalamant da c'houennañ. Neuze, goude-se, e krogas lid relijiel bloaziek an Tangata Manu (an den-labous). Bep bloaz, en nevez-amzer hag evit an doue Makemake, un den hag a gavfe vi kentañ ar bloaz, a vefe hanter-doue, hag en defe titl-sakr an den-labous.


Fiesta Tapati[kemmañ]

An Haka Pei, kenstrivadeg dañjerusañ ar gouel.

Abaoe 40 vloaz, e-penn kentañ ar bloaz, ez eus ur gouel bras-tre, war Enez Pask, anvet ar Fiesta Tapati. Darvoud sevenadurel pennañ ar bloaz, kuruniñ a ra Tapati Rapa Nui, plac'h bravañ an enezenn. Se 'zo er c'hentañ koulz, ur mod da genderc'hel gant an hengoun Rapanui en ur hebataliñ. E-pad 2 sizhunvezh, e vez dispartiet ar geriadenn e daou du, dileuriet eo an daou du gant ur plac'h, hag a vo ret degas poentoù dezhi en ur c'hounez kenstrivadegoù. Adkrouet e vez, gant ar c'henstrivadegoù-se, ar sevenadurezh, ar sport hag an hengoun. Holl notennet gant ur juri, gounezet e vez gant ar plac'h o tont eus ar meuriad gounezer, titl rouanez an enezenn, hag e-pad 1 bloavezh he arouezio an hengoun sevenadurel.

An Haka Pei, a zo kenstrivadeg dañjerusañ ar gouel. Astennet ha staget int da gefoù gwez-banan, diskenn a reont diribin ar menez-tan Maungo pu'i, ar buanañ posupl, gallout a ra mont betek 80km/eur.

Aze 'mañ daou den o redek tro-dro d'al lenn en ur zougen bananez.

An Ta'ua Rapa Nui (an triatlon), a vez ivez. Teir amprouenn a zo, tremen a ra e toull-diskarg ar menez-tan Rano Raraku :

  1. ret eo treuziañ paludenn ar menez-tan, war ur bark graet e korz.
  2. ur redadeg tro-dro d'al lenn, en ur zougen bananez dindan ar vrec'h, hag goude war lez an toull-diskarg.
  3. un eil treuzadenn al lenn war ur surf e korz.

Modal kenstrivadegoù all:

  1. dansoù ha dilhadoù polinezian
  2. kanaouennoù hengounel o kontañ mojennoù
  3. c'hoarioù gant gwienn kanab (anvet kai kai)
  4. kizelladurioù war dem ar moai
  5. tresadennoù ha tro-kouzoug
  6. gastronomiezh
  7. kenstrivadeg labour-douar, frouezh hag legumaj bravañ an enezenn.


Geriaoueg[kemmañ]

AHU: savenn lidadur evit lakaat ar moaioù. Alies e vezont war vord an aodoù, kenstur da ribl ar mor, reoù 'zo a zo staliet diouzh dezverkoù astronomek, kenstur d'an heol pe el lec'h ma sav an heol, e-pad gour-savioù pe gedezioù. Implijet e oant ivez evel bez. E rannvroioù polinezian 'zo, e vez anvet marae.

AKUAKU: boud dreistnaturel; spered ar familh.

ANAKENA: traezhenn Anakena (e norzh reter an enezenn) a zo gant hini Ovahe, unan eus an div wir draezhenn, war enezenn. Aze, en defe dilestret Hotu Matua, kentañ roue Rapa Nui. Staliet eo war an draezhenn-se an ahu Nau Nau hag e pemp moai, gant o pukao.

HOPU MANU: servijer hag a neuñva an hini kentañ betek Motu Nui, e-pad lid an den-labous, evit gounez bep nevez-amzer, vi, ur gwennili, kentañ ar bloavezh.

MAKEMAKE: doue-krouer, hag a zo doue pouezusañ ar Paskuaned kozh.

MANA: talvezout a ra e rapa nui, ur galloud dreistnaturel hag hud, bec'hiet e tud 'zo. Ganto e oa posupl dougen an delwennoù ramzel. Evito e teue ar galloud-se eus ar blev, neuze pa varvas roue diwezhañ an enezenn, dre fazi ar variol, e voe troc'het e vlev, evel-se, evit ar rap nui, e voe kollet gantañ tout e nerzh. Gant-se, e voe kollet evit bepred ar mana.

OTEKA hag OUA: anvioù an div vag, implijet gant an enbroerien polinezian, dindan urzhioù Hotu Matua, evit erruout war an enezenn.

PARO: anv an delwenn, hag a vuzul un dek bennak a metrad hirder, hag a zo staliet war ar savenn Te Pito Kura.

PIPI HOREKA: un tamm maen hag a servij evel bevenn geografel.

PUKAO: un tok bras-tre e koc'hion tanveneziek, hag a vez kavet war moaioù 'zo. Meingleuz pukao, Puna Pau, 'mañ ket pell Hanga Roa. Gant 1 pe 2 metrad hirder hag 2 pe 3 metrad treuzkiz, pouezañ a ra ar ruilhennoù-se, etre 9 ha 12 tonenn.

RAPA NUI: implijet e vez evit anv an enezenn(Rapanui), hag an annezidi (Rapa nui), talvezout a ra enezenn vras.

REI MIRO: vrenk e stumm ur kornegenn, alies douget gant an ariki(ar pennoù).

TONGARIKI: an ahu Tongariki, a zo steudad-moai brasañ an enezenn, e su-reter an enezenn, en traoñ ar menez-tan Rano Raraku, meingleuz ar moaioù. Skuilhet e voent gant ur barr-reverzhi e 1960, hag adlakaet e voent mat gant ur japanad.


Liammoù diabarzh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]