Menez-tan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Ur menez a daol er-maez danvezioù war deuz (lava, mein), moged hag aezhennoù eo ar menez-tan. Eus an danvezioù solut-se e vez graet danvezioù piroklastek anezhe. Darn-vuiañ anezho n'o deus ket dislonket tra e-pad amzerioù divent, met pa vezont war lec'hioù dibar ar voul-douar, ar frailhennoù bras etre plakennoù a ya d'ober kreunenn an Douar.

Meur a seurt menez-tan a zo en o zouez :

[kemmañ] AL LAVA (eus ar magma d'al lava)

En ul lec'h anvet « mirva ar magma don » ez eus ur seurt toaz gludek-pe-gludekoc'h ennañ gazoù andisolvus anvet ar MAGMA. Diwar deuziñ reier mantell an douar e teu ar magma, tommoc'h eo eget 1000°c well-wazh.

NE ZEU KET AL LAVA EUS KALON AN DOUAR

"Mantell an douar" pe "kroc'hen an douar" a zo plakennoù divent ouzh hen ober. Ar plakennoù a neui war ar magma a zo o fiñval dizehan.

Pa vez re greñv gwask ar magma war ar plakennoù ar re-se a dor pe a fiñv. Diwar-se e vez bountet ar magma gant a gazioù eus « mirva ar magma don » war-zu gorre an douar.

Goude bezañ tremenet e-barzh ar c'hambr vagmatek, ur seurt spouenn ma c'hell ar magma chom e-barzh e-pad kantvedoù ha kantvedoù, e sav ar magma gant ur san anvet « siminal ar menez-tan » betek an diavaez da lavaret eo penn konenn ar menez-tan. Pa vez degouezhet e krec'h ar menez-tan e tarzh hennezh en ur deurel er-maez bloc'hoù, bombezennoù ha ludu.

War un dro e tever un danvez tomm-berv anvet LAVA diwar toull-diskarg ar menez-tan.

Al lava eo ar magma digazet: Pa vez dourennek ar magma e c'hell ar gazoù a zo ennañ mont kuit hep kudenn ebet ha diwar-se e ya ar magma da LAVA.

Pa strink al lava er-maez eus toull-diskarg ar menez-tan e red buan-tre a-hed torioù ar menez-tan hag e kalet dindan 900°c.

[kemmañ] Menezioù-tan pennañ ar bed

[kemmañ] Liammoù diabarzh