Göteborg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Göteborg e Sveden

Göteborg (distaget /ˌjœte'bɔrj/ e svedeg) eo an eil kêr vrasañ e Sveden, gant 484 106 a annezidi (e 2006). Krouet e voe ar gêr e 1621, ha talvezout a ra hec’h anv kement ha ‘’kreñvlec’h Götaland’’, diwar anv ar vro tro-dro a gomprener alies evel ‘’bro ar C’hoted’’.

Bras eo pouez ar greanterezh eno (labouradegoù Volvo ha SKF), ha porzh-mor brasañ Sveden eo ivez.

Krouet e voe Göteborg e 1621 gant ar roue Gustaf II Adolf, a soñje dezhañ e oa pouezus da Sveden kaout ur porzh bras war aod kornaoueg ar vro, etre Norvegia ha Danmark (stag e oa proviñsoù kreisteiz al ledenez ouzh Danmark en amzer-se). E-kreiz ar gêr gozh eo niverus ar c’hanolioù a voe treset gant ijinourien galvet eus an Izelvroioù er XVIIvet kantved. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e kreskas kalz ar porzh, gant kenwerzhourien eus Bro-Saoz, Bro-Skos hag Alamagn.

Ur rouedad stêrioù ha kanolioù a liamm Göteborg ouzh kêr-benn Sveden, Stockholm, a-dreuz ar vro, dre al lennoù Vänern ha Vättern.





Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.