Kanol (dour)

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Novo teatro di machine et edificii, 1607

Ur ger lies e sterioù eo kanol (reizh benel, liester kanolioù) pa denn d'an dour :

Ur seurt hent eo evit un dour o tiruilh eo da gentañ ha naoz un dourredenn eo. A-wechoù eo kanol kevatal da stêr, unan ledan awalc'h.

Koulskoude e talvez ivez kanol evit ur stumm douarel all hag a denn d'ar mor : pa vez strizhet ar mor etre daou aod, hini un enezenn hag hini an douar, da skouer. Ur ger kevatal da aber eo ivez, implijet e lec'hioù Breizh'zo n'anavezer ket ar ger aber. A-wechoù e vez anv eus ar ganol-vor.

Alies e tave kanol d'un dourredenn savet ha kleuziet gant an Den. Met peurvuiañ n'eus dour o tiruilh ennañ p'eo klasket kaout ul ledennnad dour kompez ma ya al listri-samm (anvet gobiri) o verdeiñ aes warnañ. Setu perak e vez kleuziet naozioù lies o live gant dorioù evit lakaat an dourioù chom hep diruilh. An dorioù-se a vez anvet skluzioù.
Pa 'z eus ur memez pe un douar war dinaou e vez savet seurt diri skluzioù da vezañ digoret ha serret tro-ha-tro gant levier ar gobar.<br:> Ur pouezh bras azo gant ar c'hanolioù ken eo bet savet anezho en Henamzer koulz e Bro-Sina, e Mezopotamia hag dindan urzhioù an impalaerien roman.

Kanolioù an Henamzer : kanol al lenn Fucino (kleuziet gant Aogustus), kanol etre ar Mor Ruz hag an Nil (sell ouzh kanol Suez).

Kanolioù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kanol er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.