Kanol Naoned-Brest

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar ganol, etre Blaen ha Gwenred e Bro-Naoned.

Ar ganol eus Naoned da Vrest (pe Kanol Naoned-Brest) zo ur ganol zo bet kleuziet e Breizh evit aozañ monedone ar bigi ha kobiri etre kêrioù Naoned ha Brest, dre ziabarzh an douaroù. Kleuziet e oa bet en XIXvet kantved hag en em astenn a ra a-hed 364 km, gant 238 skluz etre an daou benn.

Douaroniezh[kemmañ]

Tremen a ra dre draoñienn an Erzh, un adstêr d'al Liger e Naoned ha skeiñ a ra war-du ar Gwalarn evit tapout traoñienn an Izar ha diskenn d'ar Gwilen. En ur vont uheloc'h e tap an Oud ar ganol dre Redon ha Josilin betek Roc'han ha Pondi. E traoñienn ar Blavezh ez a an hent dour e-biou da dourioù Lenn Gwerledan. Dre ur skalier skluzioù ez a ar ganol betek an Aer, adstêr ar Stêr Aon, dre gêr Karaez. E Speied e kej ar ganol gant ar Stêr Aon a ya betek Lenn-vor Brest dre Gastell-Nevez-ar-Faou ha Kastellin.

364 km a hirder he deus.

Istor[kemmañ]

Ken abred hag er XVIvet kantved e oa bet soñjet kleuziañ un hevelep kanol. Met n’eo nemet dindan ren Napoleon Iañ, pa oa listri Breizh-Veur o lakaat blokus war porzh Brest, e voe roet lañs dezhañ da vat, evit kaout ul liamm diriskl etre an daou borzh bras. Karget e voe an ijinour Guy Bouessel da studiañ ar raktres e 1803. Kroget e voe da gleuziañ adalek 1811, gant peizanted eus ar vro ha dreist-holl gant galeourien ha prizonidi brezel. Digoret e voe ar ganol en ur mod ofisiel gant Napoleon III e 1858, met kroget e oa bet da vageal warni kerkent ha 1842. E-pad meur a zekvloaz e talvezas ar ganol da gas marc’hadourezh e diabarzh Breizh. Tamm-ha-tamm avat e voe graet muioc’h gant an hentoù nevez-savet e-kreiz ar vro ha gant an hentoù-houarn evit kas ar varc’hadourezh-se ha nebeutoc’h gant kobiri ar ganol.

Pa voe savet stankell dredan Gwerledan er bloavezhioù 1920 e voe troc’het ar ganol e div lodenn ha ne c’halled ken bageal ken etre Mêl-Karaez ha Pondi. Gant al lenn savet e Gwerledan, gant ar stankell, e voe beuzet 8 km eus ar ganol ha 17 skluz.

Ar ganol er sevenadur[kemmañ]

Skrivet ez eus bet ul levr gant Jean Kergrist : "Les Bagnards du Canal de Nantes à Brest". Un arvest a zo ivez diwar-benn galeourien ar ganol, gant Jean Kergrist atav.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.