Oud (stêr)
Eus Wikipedia
An Oud e-harz kastell Josilin
Unan eus stêrioù pennañ Breizh eo an Oud. Eienañ a ra en torgennoù etre Korle ha Kintin. Redek a ra neuze war-du ar gevred, a-dreuz departamantoù Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan hag Il-ha-Gwilen a-raok en em deurel er Gwilen e Redon. Etre Roc'han ha Redon e c'hall dougen bigi. Mont a ra d'ober un darn eus Kanol Naoned-Brest.
War ribl un adstêr d'an Oud, e Gwazh an Emgann, e c'hoarvezas Emgann Ballon.
Orin an anv [kemmañ]
Eus *ult (Kartular Redon) e teufe (cf. Lot, ur stêr en Okitania anavezet gwechall dindan ar stummoù Ulta, Oltis, Oltus).
Gwelet ivez [kemmañ]