Naoned

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Kumunioù Breizh
Naoned
Skoed ardamez Naoned.jpg
Departamant Liger-Atlantel
Bro hengounel Bro-Naoned
Arondisamant Arondisamant Naoned
Etrekumuniezh Tolpad-kêrioù Meurgêr Naoned
Bro 'Voynet'
Pastell-vro votiñ Pempvet pastell-vro Liger-Atlantel
Trede pastell-vro Liger-Atlantel
Eil pastell-vro Liger-Atlantel
Kentañ pastell-vro Liger-Atlantel
Kanton Pennlec'h 11 kanton
Kod INSEE 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Jean-Marc Ayrault (P.S.)
2001-2014
Gorread 6519 ha = 65,19 km²
Hed 01° 33' 10" O
Led 47° 13' 05" N
Uhelder keitat : 8 m
bihanañ : 2 m
brasañ : 52 m
Poblañs hep kontoù doubl 282 853
(2006)
Stankter 4339 ann./km²
Location Nantes.svg


Naoned eo kêr vrasañ ha pennlec'h departamant al Liger-Atlantel. Kêr-benn istorel Breizh eo, ha pennlec'h rannvro Broioù-al-Liger. Naunnt eo hec'h anv e gallaoueg, ha Nantes e galleg.


Taolenn


[kemmañ] Douaroniezh

Kanton Naoned e Breizh.
Iliz-veur Naoned.

War lezioù aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Mor Atlantel. War lez hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (lost Kein Breizh). Plaenoc’h eo an douar war ar ribl ar c'hreisteiz.

E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornôg" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger : Enez Beaulieu, Enez Santez Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...

En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger, an Erzh, Ar Sevr Naonedat, ar C'hezin hag ar Sens.

[kemmañ] Istor

Evit ar pennad pennañ s.o. Istor Naoned

E-pad pell e oa "Venezia ar C’hornôg" lesanv Naoned pa oa treuzet gant gant kanolioù ma oa rannet al Liger etrezo hag an adstêrioù a ya d'ar stêr pennañ ivez. Meur a enez a oa etre ar c'hanolioù : Enezenn v/Beaulieu, Enezenn Santez Anna, Enezenn Feydeau, Enezenn c'h/Gloriette...

En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger , an Erzh, ar Sevr naonedat, ar C'hezin hag ar Sens.

[kemmañ] An deroù

Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat an Namnediz en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur c'hêrig dezho e-barzh karter ar Bouffay, met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Jul Kezar, hag anvet e vije bet ar gêr nevez Portus Namnetus. Aesoc'h e oa neuze da Jul Kezar tagañ ar Venetiz pa en deus lakaet listri-brezel da vezañ savet di. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namnediz a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus, deuet da vezañ Reudied rak tal riblenn Su al Liger : kavet eo bet roudoù savadurioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.

En IIIvet ha IVvet kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennoù koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennoù.

Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an IIIvet kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennoù a voe eus perzh ar Saksoned pe Frisoned, galvet e oant gant poblañs dianav kenañ ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogerioù-difenn evit diwall ar gêr diwarno.

[kemmañ] Naoned e Breizh

Un niver mat a dud e-touez poblañs Naoned o deus c'hoant da welout distro "ofisiel" Naoned e kumuniezh Breizh. Memes tra gant an dud eus Liger-Atlantel hag an departamentoù vreizhat all (meur a sontadeg en deus diskouezhet an dra-mañ). Siwazh n'eo ket gwall dedennet ar maer Jean-Marc Ayrault gant an afer. Patrick Mareschal avat, prezidant Kuzul departamant Liger-Atlantel abaoe 2004, zo a-du evit adunvaniezh Breizh. Unan eus krouerien ar gevredigezh CUAB (Comité pour l’Unité Administrative de la Bretagne), deuet da vezañ Breizh adunvan, an hini eo. Jean-Marc Ayrault ha Patrick Mareschal zo e-barzh ar memes strollad politikel, ar Strollad Sokialour Gall.

Br.jpg

Manifestadegoù a zo bet abaoe ar bloavezhioù 1970 dreist-holl, gant Naonediz ha gant Bretoned all o tont eus Breizh a-bezh, met n'int ket bet selaouet c'hoazh. An hini ziwezhañ eo ar FestiManif BZH + he doa bodadet 10 000 den e miz Gwengolo 2008. Stourmet e vez gant ar gevredigezh Breizh adunvan, ar strollad re yaouank 44=Breizh, ha gant strolladoù politikel zo, en o zouez an UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh), Strollad Breizh hag Emgann.

E-kerzh votadegoù Prezidant Bro-C'hall 2007, lod eus ar gannaded, a oa a-du da sellet a-dost ouzh an doser "Naoned e Breizh", evel Dominique Voynet pe François Bayrou. Daoust hag-eñ en deus levezon vot Naonediz ? Se ne ouezer ket...

Nicolas Sarkozy en doa en em c'houlennet d'an 27 a viz Du 2008 ha ne vefe ket adunvaniezh Breizh un dra vat, e-pad Kendalc'h meur maered Frañs 2008. Adzihunet eo bet ar breud foran e touez ar bolitikourien gant ar frasenn-mañ , met n'eo ket gwall sklaer c'hoazh penaos e troio an traoù.

[kemmañ] Brezhoneg

Naoned panell divyezhek.JPG
  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981.
  • E distro-skol 2007 e oa enskrivet er skolioù divyezhek 1,3% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez. [1]

Ur skol Diwan a zo ivez e Naoned, unan eus ar re vrasañ e Breizh, 160 bugel a zo er skol. Ur skolaj Diwan a zo o paouez digeriñ e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus Skol Diwan Pariz.

Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner. Ar raksrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes. An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 (Keit vim bev). Resevet en deus al levrig-mañ an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".

Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Aït'a, tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.

D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panelloù mont-tre divyezhek e Naoned.

D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezañ lemet an abadennoù brezhoneg gant renerien Frañs 3. War ar chadennn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentañ bet graet e brezhoneg.

[kemmañ] Ekonomiezh

[kemmañ] KKG

Kambr Kenwerzh ha Kreanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno emañ ivez KKR Broioù al Liger.

Tour Breizh.

[kemmañ] Porzh Emren

N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennoù e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produioù koad) pe ar Roc'h-Maurice (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennoù eus an A380 a ya da Vourdel.

Naoned ha tour Breizh.

[kemmañ] Cassegrain

Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Léopold Cassegrain.

[kemmañ] Trenioù

Emañ Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d'ar Groazig. Ac'haleno e c'haller mont ivez da :

  • Redon (hag alese pe da Gemper pe da Roazhon) ;
  • da Lyon ;
  • d'ar Roc'hell (hag alese da Vourdel) ;
  • da Borneiz.

N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon.

[kemmañ] Tramgirri

Ur souezh eo gwelout tramgirri e Naoned, a zo brasoc'h kêr eget Roazhon, kêr ar metro.

[kemmañ] Monumentoù ha traoù heverk

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Evel pep meurgêr he deus Naoned kalz mirdioù disheñvel, testoù e c'hlad hag e istor pinvidik :

[kemmañ] Gevelliñ

Naoned zo gevellet gant :

Liammoù keneilded :

[kemmañ] Gwelet ivez