Arvorig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arvorig eo an anv istorel kozh a roer d'ar vro anvet Breizh hiziv, kent donedigezh ar Vrezhoned er VIvet kantved. Deuet eo an anv eus Aremorica a veze graet outi e galianeg abalamour ma kave d'ar C'halianed e oa ur vro a-hed ar mor.
Savet eo diwar un araogenn "are", an anv "mor", hag an dibennoù "ic", hag "a".
Brasoc'h eget Breizh hiziv e oa Arvorig kozh, pa oa enni un tamm mat eus Normandi, betek bro ar Galeted, ur bobl o chom e kornad Dieppe. Dre vras e tape Arvorig eus Pornizh betek Dieppe, da lavarout eo aod Breizh tost penn da benn, hag aod Normandi. Bodet e oa pobloù Arvorig en ur c'hevredad.
Hervez Strabon, an douaroniour hellazat, ha Posidonios, e oa kar Arvorigiz (Armoricani) d'ar C'halianed anvet Belged (Belgae), a lavare Julius Caesar anezho : « Horum omnium fortissimi sunt Belgae » ( « Eus an holl eo ar Velged ar re galonekañ »).
[kemmañ] Arvorig hiziv
Hiziv e vez implijet alies e-lec'h Breizh, dre fazi peogwir ne gomzer ket eus ar memes gorread nag eus ar memes istor, hag en ur spered romantel kentoc'h.
Lod a gav n'eo ket dinoaz na dizrouk an implij-se, dreist-holl pa vez kemeret gant aozadurioù-stad, da guzhat an anv Breizh a c'hallfe bezañ re bolitikel.
[kemmañ] Skouerioù
Implijet e vez ar ger Arvorig (pe Armorique, kentoc'h e galleg)
- en anv ar skingomz gallek Radio Arvorig, abaoe ar mare ma klasked lakaat ar ger Gallèsie da gemer lec'h anv Breizh-Uhel;
- en anv-gwan gallek costarmoricain.

