Roazhon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh
Roazhon
Skoed ardamez Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen
Bro hengounel Bro Roazhon
Arondisamant Roazhon
Etrekumuniezh Kumuniezh tolpad-kêrioù Meurgêr Roazhon
Bro 'Voynet' Bro Roazhon
Pastell-vro votiñ
Kanton Kanton Roazhon
Kod INSEE 35238
Kod post 35000
Maer
Amzer gefridi
Daniel Delaveau (Strollad Sokialour Galll)
2008-2014
Gorread 5 039 ha = 50 4 km²
Hed ha led 48° 06′ 53″ Norzh
1° 40′ 46″ Kornôg
/ 48.114722, -1.679444
Uhelder keitat : 39 m
bihanañ : 20 m
brasañ : 74 m
Poblañs hep kontoù doubl 207 992
(2007)
Stankter war-dro 4126

Roazhon (e galleg: Rennes; e gallaoueg: Renne pe Resnn) eo kêr-benn rannvro velestradurel Breizh, ha pennlec'h departamant Il-ha-Gwilen. Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.

Taolenn

Anv[kemmañ]

Dont a ra an anv « Roazhon » eus anv ar meuriad galian Redones a oa staliet el lodenn-se eus Arvorig en eil kantved war-lerc'h J-K.

A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon[1] e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon[2][3], Roéhon[4], Roaon[5] e Gwened.

Poblañs[kemmañ]

Sevel a ra poblañs an tolpad-kêrioù da 572 000 a annezidi.

Istor[kemmañ]

XVIIvet kantved[kemmañ]

XVIIIvet kantved[kemmañ]

Dispac'h Gall[kemmañ]

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Roazon da benn ur bann [7].

XIXvet kantved[kemmañ]

XXvet kantved[kemmañ]

Eil brezel-bed:

  • etre 2 000 ha 4 000 a dud a varvas pa voe bombezet trenioù e La Plaine de Baud gant al Luftwaffe (aerlu alaman) d'ar 17 a viz Even 1940, unan ag an trenioù a oa leun gant danvez-tarzh ha tennoù. Siviled ha soudarded breizhveuriat ha gall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù.
  • d'an 18 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman e Roazhon[8];
  • bombezadegoù ar Re Gevredet e 1943:
    • bombezet e voe Roazhon gant ar Royal Air Force d'an 18 ha d'ar 26 a viz C'hwevrer (skiberioù ar morlu alaman) ha d'an 29 a viz Mae ha d'an 8 a viz Meurzh gant an USAAF

[9];

Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Bezioù ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal Cemetery[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
British Raj Red Ensign.svg Indez 5 (Tirlu)
Canadian Red Ensign 1868-1921.svg Kanada 2 (Aerlu)
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 124 (Tirlu: 85, Aerlu: 38, Morlu: 1)
Flag of New Zealand.svg Zeland-Nevez 5 (Tirlu: 1, Aerlu: 2)
Titour diresis 35
Dianav penn-da-benn 81
Hollad 252

An darn vrasañ anezhe a varvas e-pad an Eil Brezel-bed. Douaret int bet e bered ar Reter e Roazhon. Ur bern milourion douaret enni a varvas p’edont en un tren e Roazhon pa voe bombezet gant al Luftwaffe (aerlu alaman) d'ar 17 a viz Even 1940. Siviled ha soudarded c’hall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù. 26 milour all eus ar C’hommonwealth a varvas pa gouezhas o c’harr-nij nepell eus Roazhon p’edo o vont eus Kaero d’ar Rouantelezh-Unanet e miz Here 1945: beziet int bet er vered ivez [17] [18] [19].

Armerzh[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1793-2007[kemmañ]

1793 1800 1806 1821 1831 1836 1841 1846 1851
30 160 25 904 29 225 29 589 27 340 35 552 37 895 39 218 39 505
1856 1861 1866 1872 1876 1881 1886 1891 1896
45 664 45 483 48 283 52 044 57 177 60 974 66 139 69 232 69 937
1901 1906 1911 1921 1926 1931 1936 1946 1954
74 676 75 640 79 372 82 241 83 418 88 659 98 538 113 781 124 122
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2007 -
151 948 180 943 198 305 194 656 197 536 206 229 209 613 207 922 -

Melestradurezh[kemmañ]

Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
22 Meurzh 2008 → bremañ Daniel Delaveau PS Kazetenner
16 Meurzh 1977 22 Meurzh 2008 Edmond Hervé PS Kelenner
Ministr (1981-1986)
Kannad (1986-1993 / 1997-2002)
3 Mae 1953 16 Meurzh 1977 Henri Fréville MRP - UDF Kelenner
Kannad (1958-1968)
Senedour (1971 →)
Prezidant Kuzul jeneral Il-ha-Gwilen (1966-1976)
4 Eost 1944 3 Mae 1953 Yves Milon RPF Douarour, kelenner
14 Mezheven 1944 4 Eost 1944 René Patay Mezeg
1935 14 Mezheven 1944 François Château Strollad radikal Embreger
19 Mae 1929 1935 Jean Lemaistre Strollad radikal Kargad
Senedour (1932 →)
10 Mae 1925 19 Mae 1929 Carle Bahon SFIO Kelenner
2 Kerzu 1923 10 Mae 1925 Alfred Daniel Kantonier
12 Mae 1908 23 Here 1923 Jean Janvier Strollad radikal Embreger
1900 12 Mae 1908 Eugène Pinault Republikan Greantour
Senedour (1901 →)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Kêraozerezh[kemmañ]

Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.

Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen.

Deskadurezh[kemmañ]

Skolioù-meur[kemmañ]

Div skol-veur zo e kêr : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II.

Brezhoneg[kemmañ]

  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978 [20].
  • E distro-skol 2012 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 641 skoliad (3% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[21].

Brezhoneg[kemmañ]

Rennes / Roazhon.

D'ar 24 a viz Genver 2008 e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Roet e oa bet d'an deiz-se ivez al label Ya d'ar brezhoneg live 1 da gumun Roazhon.

Abaoe deroù an XXvet kantved ha savidigezh ar gador geltiek e skol-veur Roazhon ez eus diorroet ur vuhez vrezhonek virvidik e Roazhon. Meur a zen brudet eus an Emsav zo bet o vevañ er gêr-se, evel Taldir Jafrennoù en deus tremenet eno an dezenn gentañ e brezhoneg, Per Jakez Elias, Per Denez, bet e penn ar gevrenn geltiek e-pad-pell, Roparz Hemon, pe Lena Louarn, e-touez ur bern re all. Talvezet he deus ar skol-veur da vodañ en-dro dezhi studierien yaouank kar-o-yezh ha kar-o-bro. Meur a intrudu talvoudus-kaer evit hor yezh zo bet loc'het eus Roazhon evel ar gevredigezh Skol an Emsav e 1969, ar gelaouenn Yod-Kerc'h e 1972, pe ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980. Bet eo Roazhon sez meur a gevredigezh ha kalzik a gevredigezhioù breizhek o deus burevioù eno, evel Skol-Uhel ar Vro gwechall, Kuzul Sevenadurel Breizh, Dastum pe Ofis Publik ar Brezhoneg.

Gevelliñ[kemmañ]

Gevellet eo gant 13 kêr :


Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Geriadur Vallée, p. 645 ; geriadur Gregor, p. 295
  2. Le breton usuel, p. 298
  3. Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, p. 129
  4. Glossaire moyen-breton, E. Ernault
  5. Geriadur Vallée
  6. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  7. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  8. Ouest-France, 8 a viz Even 2010
  9. INA
  10. Pertes RAF
  11. 8 août 1943
  12. Imperial War Museum, luc'hskeudenn o tiskouez ar c'hirri-nij, o bombezennoù ha tennoù ar Flak
  13. Pertes Luftwaffe
  14. Luc'hskeudennoù eus an nijerez hag eus obidoù an daou nijour alaman e Bered ar Reter
  15. Les fusillés du Colombier (e galleg)
  16. Mémoire de guerre
  17. Commonwealth War Graves Commission
  18. Ur bajenn a-zivout bombezadeg ar 17 a viz Even e Roazhon
  19. 12 FÉVRIER 1940 Luc'hskeudennoù
  20. Skol Diwan Roazhon
  21. Ofis ar Brezhoneg