Kastell Duged Breizh

Eus Wikipedia
kastell Duged Breizh
mirdi, kastell, kastell
Deiziad krouiñ1207 Kemmañ
Tachenn labourexhibition, museum exhibition Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadNaoned Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°12′57″N 1°33′0″W Kemmañ
Perc'hennet gantKêr Naoned Kemmañ
UrzhierGuy of Thouars Kemmañ
Prizioù resevetmusée de France Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel rummet Kemmañ
Niverenn bellgomz+33-2-51-17-49-48 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.chateaunantes.fr Kemmañ
Activity policy in this placedrinking ban, smoking ban Kemmañ
Map
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell Duged Breizh, etre 1890 ha 1905

E Naoned emañ Kastell Duged Breizh, war lez dehou al Liger. Ennañ edo duged Breizh o chom eus an XIIIvet kantved betek ar XVIvet kantved. Ur pezh kreñvlec'h hag ur gwir balez o doa bet c'hoant da sevel da ziskouez o galloudegezh hag o damani.

Mare ar stad vreizhat dizalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Tour kozh

Brasoc'h-bras e teu da vezañ a-hed ar c'hantvedoù. Er XIIIvet kantved eo savet ar c'hastell kentañ e-harz ar voger-dro galian-ha-roman evit diwall ur vrec'henn eus al Liger, ul lec'h ma oa stank an obererezhioù kenwerzh. Er XIVvet kantved eo brasaet ar c'hastell hag adsavet eo moger-dro kêr a-raok he astenn. Ne chom eus ar c'hastell kozh nemet un tour lieskornek.

Tour ar Jakobined, anvet evel-se dre m'emañ a-dal da gouent ar Jakobined, a zo savet a-ratozh evit herzel ouzh ar c’hanolioù hag evit ober gant armoù-tan. Bolzet eo an tour ha c’hwec’h kambr-tennañ a zo kempennet e donder e voger toullet gant tarzhelloù.

Adalek 1466 e ro urzh Frañsez II da sevel ur c'hastell nevez e plas kastell an Tour Nevez. Duged Breizh o doa savet kreñvlec'hioù a-hed Marzioù Breizh hag o c'hastell e Naoned a oa pennlec’h reizhiad difenn Breizh. Hag e gwirionez, biskoazh, a-hed e istor, n 'eo lakaet seziz warnañ da vat.

Er XVvet kantved e teu da vezañ anat e fell da roueed Bro-C’hall lakaat o beli war Vreizh. Bro-C'hall zo deuet da vezañ evit Breizh ur gourdrouz bras e-lec'h Bro-Saoz. E 1475 e kroger da sevel tour an Houarn-Marc’h, anvet evel-se abalamour d’e stumm en U. Er gevred eo savet, eus an tu ma c’hall dont an armeoù gall. D’an 28 a viz Gouere 1488 eo trec'het armeoù an dug Frañsez II e Sant-Albin-an-Hiliber. Goude e varv eo ret d’e verc’h henañ, Anna, dimeziñ gant roue Bro-C’hall Charlez VIII e 1491. Etre 1491 ha 1494 eo savet ar ramparzh war ribl al Liger evit gwareziñ ar c’hastell eus tu ar stêr. Toullet eo gant un nor a zo serret gant ur gloued er penn-kentañ.

Ar C'hastell dindan galloud ar C'hallaoued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek fin dizalc'hiezh Breizh n'eo ket annezet ar c'hastell gant ar galloud politikel.

Er XVIvet kantved ez eus roet urzh gant Frañsez I a Vro-C'hall da ouzhpennañ ur savadur eus tu ar porzh ha da gemm an talad-moger.

E-skeud ar brezelioù relijion etre protestanted ha katoliked eo roet urzh gant gouarnour Breizh da ouzhpennañ, adalek 1582, ur savenn-ganolierezh ha daou savadur begek, ar « begoù-moger ». Distrujet eo bet an holl anezho nemet beg-moger Sant-Pêr, e kroaz moger-dro kêr na chom anezhi nemet aspadennoù un tour.

Er XVIIvet kantved e teu Tour ar Spagnoled da vezañ un toull-bac’h. Roet eo an anv-se dezhañ e koun an tri ofiser spagnol ha tregont a voe bac’het eno goude emgann Rocroi.

E 1800, diskar ur plañchod brein a laka tan da gregiñ e teir zonennad poultr a zo sanailhet en tour-mañ. Bras eo an dismantroù, ken e-keñver tud ken e-keñver traoù.

Ur voger skilt a zo savet gant an arme c'hall e 1806 evit stankañ an toull. Diazezoù tour ar Spagnoled a c’haller gwelet c’hoazh en deiz a hiziv en douvezioù.

Pezhioù savouriezh ar C'hastell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummet e voe ar c'hastell monumant istorel e 1840. Perc'henniezh ti-kêr Naoned eo hiziv an deiz.

Mont-tre pennañ ar c'hastell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mont-tre gant tour an Troadig-heizez ha tour ar Vouloñjeri, hag ar c'hlotiig a-us

Entrée entre la tour du Pied-de-Biche et de la Boulangerie, surmontée du campanile Lec’h gwanañ ar c’hastell e oa an nor. Dor bennañ ar c’hastell a oa teir dor outañ en holl. Er penn-kentañ e oa ur gloued ha div zor gant pontoù-gwint : an eil evit lezel ar c’hirri hag ar varc’hegerien da dremen, hag eben vihanoc’h evit an dud war droad. A-benn gwareziñ an nor bennañ-mañ e voe savet daou dour outi da vare ren Frañsez II : tour an Troadig-heizez ha tour ar Vouloñjeri. Er penn-kentañ e oa ur gorzenn a-uc’h an nor bennañ. Adalek ar XVIIvet kantved e voe savet ur c’hlotiig en he flas ha troet ar c’hastellig da doull-bac’h ha da stalioù-armoù.

Sal an harnezerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1784 ec’h asantas ar roue gall Loeiz XVI d’ur raktres da dreiñ ar c’hastell da arsanailh e-sell da zifenn aodoù ar Meurvor Atlantel. Neuze e voe savet ar savadur-mañ evit reiñ goudor d’ur stal-ganolierezh ha da sanailhoù armoù ha tennoù. Ul lec’h diskouezadegoù eo bremañ.

Ar Gouarnamant Bihan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Gouarnamant Bihan

An ti bihan-mañ a zo bet darempredet gant holl roueed Bro-C’hall, adalek Frañsez I - a lakaas sevel anezhañ - betek Loeiz XIV. D’an 13 a viz Ebrel 1598 e teuas Herri IV a Vro-C'hall da chom er c’hastell hag eno e sinas testenn vrudet Edit Naoned. Gant ar skrid-se e voe lezet un tamm frankiz-krediñ d’ar brotestanted.

Tour an Houarn-Marc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel holl dourioù ar c’hastelloù-kreñv diwezhañ eo ijinet evit an difenn koulz hag evit al lojañ. Al live izelañ en adraoñ a zo e darempred gant un doare garidell, un douribell izel ouzhpennet en douvez gant Merkeur e dibenn ar XVIvet kantved.

Tour ar Jakobined[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tour ar Saozon a vez graet ivez eus an tour-mañ rak eno e oa bet toullbac’het soudarded saoz en XVIIIvet kantved. Meur a wech eo bet adkempennet lein an tour ; ur savenn-ganolierezh eo en deiz a hiziv. Gant enklaskoù henoniel ez eus gallet priziañ mentoù gwirion ar savadur a oa warnañ er XVvet kantved.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fiziet en deus ti-kêr Naoned ar mererezh anezhañ e 2007 d'ar c'hevredad armerzh kemmesk "Nantes Culture & Patrimoine". Ur Mirdi Naoned a zo bet savet e-barzh. Kinniget e oa bet an opera-rock Anna Vreizh ennañ, evit ar wech kentañ, d'an 29 a viz Even 2009.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.