Jean Graton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean Graton.jpg

Un treser ha senarioer bannoù-treset eo Jean Graton. Ganet e oa d'an 10 a viz Eost 1923 e Naoned. Krouer an heuliadenn Michel Vaillant an hini eo.

Buhezskrid[kemmañ]

Dizoleiñ a ra Jean Graton ar sportoù dre glefusker dre micher e zad, komiser Klub marc'hoù-tan Naoned. Soñj en deus dont da welout 24 eur Ar Mañs gantañ pa eo yaouank tout. Dleout a ra ar Jean bihan labourat abred evel deskard junter betek 1943. Annezañ a ra e Brusel e 1947 (24 bloaz eo), un TGM junter gantañ nemetken. Labourat a ra e embregerezhioù bevaat ha bruderezh. Kregiñ a ra e 1951 da skeudennaouiñ Les Belles Histoires de l'oncle Paul a zo embannet er Journal de Spirou a-drugarez da Jean-Michel Charlier. Lakaat a ra e anv evit tresañ er Journal de Tintin ha embann a ra ennañ e dresadennoù kentañ e 1953. Lod anezho diwar-benn ar sport hag ar c'hirri zo embannet gant Le Lombard dindan an titl Ca c'est du sport ! e 1957.

Krouiñ a ra er memes bloaz an dudenn Michel Vaillant, e miz C'hwevrer. E 1959 eo embannet an albom kentañ gant Le Lombard. E wreg Francine a sikour anezhañ en ul livañ an tresadennoù. Homañ a zo senarioourez an heuliadenn Les Labourdet krouet espres kaer evit ar merc'hed e 1966. E 1972 eo krouet an heuliadenn Julie Wood.

Diazezañ a ra gant e vab Philippe Graton an ti-embann Graton Editeur e 1982. Krouiñ a reont e 1995 an heuliadenn Dossiers Michel Vaillant, pep albom dezhi dediet d'ur bleinier brudet. Krouiñ a reont e 2000 an heuliadenn Palmarès Inedit, tresadennoù Jean Graton eus ar bloavezhioù 1950-1960 enni. Sikouret eo ivez gant e vab Philippe evit azasaat Michel Vaillant d'ar sinema. Philippe Graton a zo e karg ar senariooù abaoe 1994 bremañ. Gurval ha Jean-Claude zo graet eus e vibien all.

War e leve emañ abaoe 2004, o vezañ o chom e departamant Var.

Prizioù[kemmañ]

  • e 1986 : Festival Bannoù-treset Morzine Avoriaz, priz a-ziforc'h "Le sport : Une oeuvre, un Auteur"
  • e 1989 : Festival Bannoù-treset Han-sur-Lesse e Belgia, "Prix spécial d'exception pour l'ensemble de son oeuvre"
  • e 2004 : priz meur an arzh e-pad Festival ar c'hirri
  • e 2005 : anvet eo "Marc'heg Urzh Leopold" gant Belgia.

E oberennoù[kemmañ]

Ar sportoù kirri[kemmañ]

Sot eo Jean Graton gant ar sportoù dre geflusker, abalamour d'e vugaleaj e Naoned. Aet eo diwezatoc'h da sellout ouzh redadegoù kirri. Ober a ra anaoudegezh gant meur a vleiner. Isañ a ra e heuliadennoù bannoù-treset bleinerien zo da zibab ar micher-mañ.

Levrlennadur[kemmañ]

  • heuliad pajennadoù BT evit ar journal de Spirou : Les belles histoires de l'Oncle Paul (24 istor embannet e 12 albom e 1953-1954)
  • Ca, c'est du sport ! (1 album, 1957)
  • heuliadenn Michel Vaillant. E heuliadenn vrudetañ an hini eo, 96 albom enni, er Journal de Tintin abaoe 1957.
  • heuliadenn Les Labourdet (9 albom eus 1967 da 2008)
  • Un exploit de Michel Vaillant (1 albom, 1972)
  • heuliadenn Julie Wood (12 albom, eus 1976 da 1980)
  • Dossiers Michel Vaillant (9 albom, 1995-2008)
  • Palmarès inédit (6 albom, 2000-2006)

Liammoù diavaez[kemmañ]