Turkia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
|
|||||||
| Kan broadel | İstiklâl Marşı | ||||||
| Yezh ofisiel | Turkeg | ||||||
| Kêr-benn | Ankara | ||||||
| Gorread -En holl -% dour |
779 452 km² 1.3% |
||||||
| Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
70.586.256 (2007) 88.25/km² |
||||||
| Prezidant | Abdullah Gül | ||||||
| Kentañ ministr | Recep Tayyip Erdoğan | ||||||
| Gouel broadel | 29 a viz Here | ||||||
| Moneiz | Türk Lirası | ||||||
| Kod pellgomz | 90 | ||||||
| Kod war ar Genrouedad | .tr | ||||||
Republik Turkia pe Turkia, pe Turki hervez an anv istorel e brezhoneg, (Türkiye e turkeg ) a zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.
Taolenn |
[kemmañ] Turki
Turki eo anv ar vro, deuet eus ar galleg, e kanaouennoù brezhonek pobl, hag en anvioù evel ed-Turki.
Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.
Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ezel eus an ABU, an AFNA, an AESD, ar C'hengor muzulman ha Kuzul Europa eo. E 2005 he deus kroget kenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. En Ankara (anv kozh gresianek : Ankira, Ἄγκυρα) emañ he c'hêr-benn.
[kemmañ] Istor
Evit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh : Azia-Vihanañ, Hittited, Troia, Lidia, Frijia, Karia, Kilikia, Pergam, Rouantelezh ar Pontos, Galated, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman
Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an XIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an XIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453. E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal (lesanvet Ataturk) gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.
[kemmañ] Tud brudet
- Skrivagnerien:
- Kanerien:
- Politikourien:
-
Anitkabir.HB.jpg
[kemmañ] Sell ivez
- Ankara
- Galated
- galateg
- Impalaeriezh otoman
- Impalaeriezh roman ar Reter
- Istanbul
- Mustafa Kemal Atatürk
- Pobloù turkek
- Proviñsoù Turkia
- Roll Sultaned an Impalaeriezh Otoman
- Roll Prezidanted Turkia
- Turkeg
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Turkey Economy and Statistic
- Turkish.cc - Turkey Internet Guide
- Maps of Turkey
- Turkish Ministry of Culture and Tourism
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Alamagn • Albania • Belgia • Bulgaria • Danmark • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Izelvroioù • Kanada • Kroatia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Polonia • Portugal • Rouantelezh-Unanet • Roumania • Slovakia • Slovenia • Spagn • Stadoù-Unanet • Republik Tchek • Turkia
Azerbaidjan • Kazac'hstan • Kirgizstan • Turkia • Turkmenistan • Ouzbekistan • Republik Turk Kiprenez an Norzh¹
¹N'eo anavezet Republik Turk Kiprenez an Norzh nemet gant Turkia
|
|
|||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Izili |
|
||||||
| Arsellerien |
|
||||||
|
|
|||||||||||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|||||||||||||||