Marc Elder

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Marc Elder (Marcel Tendron war marilh ti-kêr) a zo ur skrivagner ganet d'an 31 a viz Here 1884 e Naoned ha marvet e 1933 e Sant-Fieg-ar-Mewan.

Ar Priz Goncourt a oa aet e 1913 gant Marc Elder evit e levr Le peuple de la mer. Gant buhez pesketaerien Enez Her e c’heller ober anaoudegezh el levr-se. N’eo ket gwall anavezet Marc Elder a zo bet mirour Kastell Duged Breizh koulskoude. E anv zo bet roet d’ar blasenn evit mont-tre er c’hastell.

Roet eo bet e anv ivez d'ur straed e Kerverner-Raez, e lec'h e veze o chom alies ar skrivagner pa oa ur bugel.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Buhez Marc Elder war dielloù Kêr Naoned (fr)

Al levr "Le Peuple de la mer" (fr)