Sant-Brieg
Eus Wikipedia
-
Gant ar ger "Sant-Brieg" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Sant-Brieg (disheñvelout).
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Sant-Brieg | |
| Departamant | Aodoù-an-Arvor |
| Bro hengounel | Bro Sant-Brieg |
| Arondisamant | Arondisamant Sant-Brieg |
| Etrekumuniezh | Sant-Brieg Tolpad-kêrioù - Bae an Arvor |
| Bro 'Voynet' | Bro Sant-Brieg |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | kanton Sant-Brieg-Norzh kanton Sant-Brieg-Kornôg kanton Sant-Brieg-Su |
| Kod INSEE | 22278 |
| Kod post | 22000 |
| Maer Amzer gefridi |
Bruno Joncour (MoDem) 2008-2014 |
| Gorread | 2 188 ha = 21 88 km² |
| Hed ha led | 48.51°, -2.75° |
| Uhelder | keitat : 99 m bihanañ : 0 m brasañ : 134 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 46 437 (2006) |
| Stankter | war-dro 2 122 |
Sant-Brieg zo ur gumun lec'hiet e departamant Aodoù-an-Arvor hag e Breizh.
Sant Brieg eo a roas e anv da Vro Sant-Brieg. Krouet e voe ar gêr er VIvet kantved gant ar manac'h anvet Brieg, deuet a Vro-Gembre. Ur manati a voe da gentañ, ha tamm-ha-tamm ur gêr a greskas tro-dro d'ar manati-se.
Taolenn |
Brezhoneg [kemmañ]
![]() |
- Ur skol Diwan zo e Sant-Brieg abaoe 1979.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet e Diwan hag er skolioù divyezhek 3,9% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez. [1]
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 173 skoliad (3,9% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [2]
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
XIX vet kantved [kemmañ]
- 1862: tizhet eo Sant-Brieg gant an hent-houarn.
XXvet kantved [kemmañ]
- d'an 18 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman e Sant-Brieg [2];
- daou garr-nij Focke-Wulf Fw 190A eus an aerlu alaman (Luftwaffe) a gouezhas e Sant-Brieg, an hini kentañ d'ar 15 a viz Meurzh 1943, an eil hini d'an 29 a viz Ebrel 1944; an daou nijour a varvas, douaret e voent e Plouzeniel [3];
- dieubet e voe Sant-Brieg d'ar 6 a viz Eost 1944 da 22 eur gant an Task Force A eus lu SUA [4].
Darvoudoù-sport a bep seurt [kemmañ]
- 6 a viz Gouere 1938 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lille (Norzh) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Jean Majerus (Luksembourg).
- 7 a viz Gouere 1938 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Naoned ; trec'h eo Gerrit Schulte (Izelvroioù).
- 17 a viz Gouere 1947 : 19vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Raymond Impanis (Belgia).
- 18 a viz Gouere 1947 : loc'hañ a ra 20vet hag eil diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Brieg war-du Caen (Calvados).
- 19 a viz Gouere 1950 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 20 a viz Gouere 1950 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Brieg war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 12 a viz Gouere 1954 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 13 a viz Gouere 1954 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Brest ; trec'h eo Dominique Forlini.
- 1añ a viz Gouere 1958 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Martin Van Geneugden (Belgia).
- 2 a viz Gouere 1958 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Brest ; trec'h eo Brian Robinson (Bro-Saoz).
- 25 a viz Mezheven 1965 : 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Edgard Sorgeloos (Belgia).
- 26 a viz Mezheven 1965 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Kastellin ; trec'h eo Cees van Espen (Izelvroioù).
- 2 a viz Gouere 1972 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Cyrille Guimard.
- 3 a viz Gouere 1972 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Rik van Linden (Belgia).
- 3 a viz Gouere 1979 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Jos Jacobs (Belgia).
- 1añ a viz Gouere 1995 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Jacky Durand.
- 10 a viz Gouere 2004 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Sant-Brieg ; trec'h eo Filippo Pozzato (Italia).
- 6 a viz Gouere 2008 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Alre ha Sant-Brieg ; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia).
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun [kemmañ]
Bez ar C'hommonwealth er vered Sant-Mikael [kemmañ]
| Bro | Niver a dud |
|---|---|
| 1 (Tirlu) | |
| Hollad | 1 |
Ur soudard iwerzhonat eus ar Royal Inniskilling Fusiliers e oa. Marvet eo e miz Gwengolo 1914, e-pad ar Brezel-bed kentañ [5] .
Bezioù ar C'hommonwealth er vered Kornôg [kemmañ]
| Bro | Niver a dud |
|---|---|
| 3 (Aerlu) | |
| 54 (Aerlu:5, Morlu: 48,Tirlu:1) | |
| Dianv | tremen 43 |
| Hollad | tremen 90 |
Marvet int e-pad an Eil brezel-bed. Re ar Morlu a varvas pa'z eas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943 [6] .
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1793-2006 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]
Tud brudet [kemmañ]
Tud bet ganet eno [kemmañ]
- Zénaïde Fleuriot, skrivagnerez c'hallek vreizhat, 28 a viz Here 1829.
- Louis Harel de la Noë, ijinour breizhat, saver hentoù-houarn e Breizh, 29 a viz Genver 1852.
- Emil Ernod, yezhoniour, 24 a viz Gouere 1852.
- Louis Guilloux, skrivagner breizhat, 15 a viz Genver 1899.
- Marivon Dupureur (Samson hec'h anv-tiegezh), atletourez war ar redadeg damhir, 24 a viz Mae 1937.
Tud bet marvet eno [kemmañ]
- Alexandre Glais-Bizoin, alvokad ha politikour breizhat (ha gall), 6 a viz Du 1877.
- Emil Ernod, yezhoniour, 7 a viz Genver 1938.
- Dom Alexis (Mathurin Presse e anv gwir), manac'h kisterkiat, adsaver Manati Boken e Plened-Yugon, 1añ a viz Du 1965.
- Louis Guilloux, skrivagner breizhat, 14 a viz Here 1980.
- Alan an Diuzet, skrivagner breizhat, 22 a viz Mae 1991.
- Marivon Dupureur (Samson hec'h anv-tiegezh), atletourez war ar redadeg damhir, 7 a viz Genver 2008.
- Yann Fouere, dizalc'hour breizhat, 21 a viz Here 2011.
Gevelliñ [kemmañ]
Alsdorf (Alamagn, Nordrhein-Westfalen)
Aberystwyth (Kembre, Ceredigion)
Aghia Paraskevi (Hellaz, Nom Aten)
Liammoù diavaez [kemmañ]
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Le Télégramme, 15 a viz Even 2010
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Eric Rondel, Les Américains en Bretagne, Éditions Astoure, 2008, pajenn 188
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
