Gwened
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Gwened | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Bro Gwened |
| Arondisamant | Arondisamant Gwened |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Wened |
| Bro 'Voynet' | Bro-Wened |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Pennlec'h tri c'hanton |
| Kod INSEE | 56260 |
| Kod post | 56000 |
| Maer Amzer gefridi |
David Robo (tu dehou) 2011-2014 |
| Gorread | 3 230 ha = 32,30 km² |
| Hed ha led | |
| Uhelder | keitat : 22 m bihanañ : 0 m brasañ : 56 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 53 079 (2006) |
| Stankter | 1 643,3 ann./km² |
Gwened (Vannes e galleg) a zo ur gumun hag ur gêr eus Breizh. Pennlec'h departamant ar Mor-Bihan, Arondisamant Gwened ha tri c'hanton eo. 53 079 annezad a zo enni hervez niveradeg 2006.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Kêrbenn gozh Bro-Ereg hag eskopti Gwened eo kêr Gwened ivez.
[kemmañ] Henamzer
- Darioritum eo anv ar gêr savet eno gant ar C'halianed-Romaned.
[kemmañ] Dispac'h Gall
- Gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Gwened da benn ur bann, nav c'hanton ennañ: An Elven, Aradon, Gregam, Gwened (daou ganton), Sant-Padern, Sant-Teve, Sarzhav ha Surzhur [1].
[kemmañ] XIX vet kantved
- 1862: tizhet eo Gwened gant an hent-houarn.
[kemmañ] XXvet kantved
- d'an 21 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman e Gwened[2];
- dieubet e voe Gwened d'ar 5 a viz Eost 1944 gant "Combat Command B" ar 6th Armored Division eus lu SUA hag ar Rezistañs[3];
- d'an 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv pevar den eus ar gumun, izili eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr[4].
[kemmañ] Douaroniezh
- War aod ar Mor Bihan emañ Gwened.
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Skolioù
- Kumun gentañ Breizh eo bet e-keñver an niver a vugale skoliataet er skolioù divyezhek hag e Diwan e 2009.
- Klasoù divyezhek hag ur skol Diwan a zo eno abaoe 1993. E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skolioù divyezhek hag e Diwan 7,5 % eus bugale ar gumun evit a sell ar c'hentañ derez [5].
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 570 skoliad (7,4% eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [6].
- Ur vagouri vrezhonek dre soubidigezh zo bet digoret gant ar gevredigezh "Babigoù Breizh".
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D’an 12 a viz Here 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 8 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
[kemmañ] Tud vrudet
- Youenn Drezen a zalc'has un davarn e Gwened.
[kemmañ] Tud bet marvet eno
- Yann-Vari ar Joubiouz, barzh brezhonek, 3 a viz Meurzh 1888.
- Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen", fuzuilhet d'ar 5 a viz Genver 1805.
[kemmañ] Monumantoù ha traou heverk
- Iliz-Veur Sant Pêr (XIIIvet-XIXvet kantvedoù)
- Iliz katolik Sant Padern
- Chapel Sant-Erwan (XVIvet kantved) er skolaj Jules-Simon
- Chapel ar Roc'hig (XVIvet kantved)
- Mogerioù-kreñv (ramparzhioù) gant tourioù ar Boultrennerezh hag ar C'honestabl
- Kastell an Erminig savet e penn kentañ an (XIXvetvet kantved) war-lec'h ar c'hastell-kreñv savet gant Yann IV (dug Breizh).
- Karterioù kozh
- Mirdi hendraouriezh
- Mirdi an Arzoù kaer (Mirdi ar C'hoc'hu)
- Mirdi ar Pleg-Mor hag ar Mor
- Liorzhoù publik
- Enez Koulev
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
[kemmañ] Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun (Boismoreau)
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 2 | |
| 7 | |
| Hollad | 9 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed, pevar anezhe e miz Du 1940, ar re all e miz Du 1942 pa gouezhas o c'harr-nij (Wellington marilhet BJ 768) e Gregam[7][8][9].
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1793-2007

[kemmañ] Maered Gwened
- 1965-1977 : Raymond Marcellin
- 1977-1983 : Paul Chapel
- 1983-2001 : Pierre Pavec
- 2001-2004 : François Goulard
- 2004-2007 : Norbert Trochet
- 2008-2011 : François Goulard
- 2011-2014 : David Robo
[kemmañ] Gevelliñ
Gant teir c'hêr eo gevellet :
Mons (Wallonia, Hainaut), abaoe 1952
Cuxhaven (Alamagn, Niedersachsen), abaoe 1963
Fareham (Bro-Saoz, Hampshire), abaoe 1967
Emglevioù he deus gant :
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 24
- ↑ Eric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.142, Éditions Astoure, 2008
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 327
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 258
- ↑ Pertes RAF Morbihan
