Du

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Du
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Miz Du, livadur e-barzh Les Très Riches Heures du duc de Berry.
Miz Du, livet gant Simon Bening

Unnekvet miz ar bloaz eo miz Du hervez an Deiziadur gregorian.

Eus miz Du ha Kerzu e vez graet ar mizioù du e brezhoneg.

Taolenn

[kemmañ] Yezhoù all

  • An navet e oa en deiziadur roman kozh, deiziadur Romulus, se zo kaoz e vez graet November, novembre... anezhañ e yezhoù all.
  • E finneg e reer marraskuu eus miz Du, da lavaret eo "miz ar re varv".

E poleg, ha tchekeg e vez graet "Listopad" eus ar miz, da lavarout eo "miz an delioù o kouezhañ".

[kemmañ] Deizioù

[kemmañ] Kentañ a viz Du

  • D'ar c'hentañ a viz Du e vez lidet gouel an Hollsent gant an Iliz katolik.
    • Da vare ar Gelted kozh e oa ul lid all en Iwerzhon : gouel Samhain (Lá Samhna en iwerzhoneg), hag an deiz-mañ e oa deiz kentañ ar goañv.
  • D'ar 1añ a viz Du 1954 e krogas an FLN da dagañ ar Stad c'hall en Aljeria. Dibabet e voe an deiz evit merkañ muioc'h a se speredoù an enebourien.

[kemmañ] Deizioù all

  • D'ar 25 e vez lidet Deiz Etrevroadel a-enep an Droug graet d'ar Maouezed, abaoe 1999.
  • D'ar 27 a viz e vez lidet Medalenn Vurzhudus ar Werc'hez gant ar gatoliked c'hall.
  • D'an 28 e vez lidet Dizalc'hted Panamá diouzh Spagn .
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all