Gwitreg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Gwitreg
Kumunioù Breizh
Gwitreg
Blason ville fr Vitré (Ille-et-Vilaine).svg
Departamant Il-ha-Gwilen
Bro hengounel Bro Roazhon
Arondisamant Arondisamant Felger-Gwitreg
Etrekumuniezh Gwitreg-Kumuniezh
Bro 'Voynet' Bro Witreg – Digoroù Breizh
Pastell-vro votiñ Pastell-vro Gwitreg
Kanton penn-kanton daou kanton (Gwitreg-Reter ha Gwitreg-Kornôg)
Kod INSEE 35360
Kod post 35500
Maer
Amzer gefridi
Pierre Méhaignerie
2008-2014
Gorread 3 719 ha = 37,1 km²
Hed ha led 48° 07′ Norzh
1° 13′ Kornôg
/ 48.12, -1.21
Uhelder keitat : 89 m
bihanañ : 67 m
brasañ : 127 m
Poblañs hep kontoù doubl 16 712
(2009)
Stankter 450,5 ann./km²

Gwitreg (Vitré e galleg) a zo ur gumun e departamant Il-ha-Gwilen e Breizh-Uhel, tost d'an harzoù gant Bro-C'hall, war an hent bras a gas da Bariz. 16 691 a annezidi a oa e 2007.

Annezad: Gwitregad (Gwitregiz), Gwitregadez (-ed)

Taolenn

Brezhoneg[kemmañ]

Deskadurezh[kemmañ]

  • E distro-skol 2012 e oa 68 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (3,3% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Kelenn d'an oadourien[kemmañ]

Istor[kemmañ]

Savet eo kêr Gwitreg en-dro d'ar c'hastell-kreñv adal an XIvet kantved; koulskoude, pa weler ar peulvanoù nepell ha dismantroù un atant galian-roman nes, eo anat eo hir istor pobladur en ardremez. Lec'hiet evel ma oa war harzoù breizh e oa dezhi da zifenn ar vro diouzh an amezeien (Maine, Anjev, Normandi ha Bro-C'hall). Hevelep karg a oa ivez gant kêrioù (Felger, Sant-Albin-an-Hiliber, Gwerc'h-Breizh, Kastell-Briant, Ankiniz ha Klison).

XIIIvet kantved[kemmañ]

Etre 1220 ha 1240 e voe savet mogerioù-difenn. Kreskiñ a reas fabourzhioù: Rachapt, Sainte-Croix, Saint-Martin, La Mériais, Hellerie).

Adalek 1251, gant dimezioù etre an tiegezhioù Gwitreg ha Laval, ha dre vras tiegezhioù uhel Breizh ha re Vro-C'hall, a gaso da stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall en 1532.

Dispac'h Gall[kemmañ]

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Gwitreg da benn ur bann [3].

XXvet kantved[kemmañ]

Eil brezel-bed: d'ar 14 a viz Even 1940 e kouezhas un nijerez Fairey Battle, marilhet L5513 ha kodet PM-L, eus ar 103th Squadron eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Gwitreg; he zri nijour a c'hellas en em gavet gant o c'henseurted [4] [5] [6].

Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1793-2007[kemmañ]

GWITREG 1800 1836 1856 1881 1901 1921 1936 1954 1962 1968 1975 1982 1990 1999 2009
Poblañs 8 809 8 901 8 854 10 314 10 775 8 154 8 506 9 611 10 380 11 343 12 322 13 046 14 488 15 313 16 712
Andon : INSEE, « Vitré »: ROBERT-GUÉDON D., LE GOFF D., BORDILLON H. Ouest-France

Gwenn-ha-Du[kemmañ]

Gwenn-ha-Du

Gant Morvan Marchal, eus Gwitreg, eo bet savet ar Gwenn-ha-Du. Div wern zo evit daou vanniel war mogerioù ar c'hastell, e-lec'h m'emañ an ti-kêr: hini Bro-C'hall ha hini Europa.

N'eus ket a lec'h evit banniel Breizh e ti-kêr Gwitreg.

Tud brudet[kemmañ]

Tud bet ganet eno[kemmañ]

Tud bet marvet eno[kemmañ]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Gevelliñ[kemmañ]

Gevellet eo gant 8 kêr :

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Notennoù ha dave[kemmañ]

  1. Ofis ar Brezhoneg
  2. Ofis ar Brezhoneg
  3. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  4. Pertes RAF
  5. Luc'hskeudennoù
  6. Traces of World War 2 RAF - No. 103 Squadron