Kastell Gwitreg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An nor vras ha tour Sant Laorañs

Kastell Gwitreg a oa bet savet er Grennamzer e Gwitreg, e reter Bro-Roazhon, tost d'an harzoù etre Breizh ha Bro-C'hall.

Ur voudenn-gastell e oa ar c'hastell kentañ a voe savet e Gwitreg, el lec'h m'emañ bremañ iliz ar Groaz Santel. Ur c'hastell graet gant koad e oa, ha devet e voe meur a wech.

Ar savadur mein kentañ a voe savet war-dro 1050 gant baroned Gwitreg, war un dorgenn a-us ar stêr Gwilen. E-touez an aspadennoù eus ar savadur-se ez eus un nor vras, er c'hiz romanek. En XIIIvet kantved e voe brasaet ar c'hastell gant ar baron Andrev III, a roas dezhañ ar stumm tric'hornek en deus bremañ. Gantañ ivez e voe savet mogerioù-difenn en-dro da Witreg, etre 1220 ha 1250.

Goude marv Andrev III e tremenas ar c'hastell etre daouarn konted Laval. Dre ma oa bet kemeret kêr Laval gant ar Saozon e 1428, en em stalias konted Laval e kastell Gwitreg e-pad ouzhpenn ur c'hantved. Ganto e voe brasaet ar c'hastell c'hoazh, er XVvet kantved. D'ar mare-se e voe graet al labourioù-difenn diwezhañ, gant an nor-dal, ur pont-gwint doubl, an tour Sant-Laorañs (an tour-meur, lakaet warnañ digoroù evit kanolioù) ha tour Madalen. E 1487, e-pad ar brezel etre Breizh ha Bro-C'hall, e voe lezet soudarded c'hall Charlez VIII da zont tre er c'hastell, hep emgann ebet, gant Guy XV Laval.

Tu ar c'hreisteiz

Labourioù kempenn a bep seurt a voe graet er c'hastell goude se, evel pa voe savet un orator e 1530. Breujoù Breizh a gavas repu teir gwech er c'hastell e dibenn ar XVIvet kantved (e 1564, 1582 ha 1583), pa oa ar vosenn oc'h ober he reuz e Roazhon.

Perc'hennet e oa ar c'hastell gant tiegezhioù Reoz ha Cologny etre 1547 ha 1605, ha d'ar c'houlz-se e oa unan eus kreñvlec'hioù ar Brotestanted. E 1589 e voe lakaet seziz war ar c'hastell, e-pad pemp miz, gant dug Mercœur, met en aner. E 1605 e tremenas ar c'hastell etre daouarn tiegezh Trémoille, genidik eus Poatev, ha chom a reas ganto betek an Dispac'h gall. Dilezet e voe ar c'hastell er XVIIvet kantved ha war an diskar ez eas goude-se.

En XIXvet kantved e oa ur prizon el lodenn norzh eus ar c'hastell (tour Madalen). E 1876-1877 e teuas da vezañ ur c'hazarn evit reiñ bod da soudarded war droad.

Tu ar reter, ha plasenn ar C'hastell

Prenet e voe ar c'hastell gant an ti-kêr e 1820. Hag e 1872, hag adarre e 1902, e voe renket e-touez ar monumantoù istorel. Labourioù adkempenn a voe kaset da benn, adalek 1875, renet gant an tisavour Darcy. Diwar atiz Arthur de la Borderie e voe digoret ur mirdi bihan ennañ, e 1876. An ti-kêr a voe savet e porzh ar c'hastell, gant an tisavour Paul Grout, er bloavezhioù 1902-1913

Unan eus kestell meurdezusañ Breizh eo kastell Gwitreg.


Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Liammoù[kemmañ]