Kastell Tonkedeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Tonkedeg, gwelet eus an oabl
Kastell Tonkedeg
Kastell Tonkedeg
Kartenn Kastell Tonkedeg

Emañ Kastell Tonkedeg e kumun Tonkedeg, e Bro-Dreger, a-us da draoñienn ar stêr Leger.

Istor[kemmañ]

Savet e oa bet ar c'hastell a weler e rivinoù bremañ er XVvet kantved, e-lec'h ur c'hastell koshoc'h eus an XIIvet kantved. E dibenn an XII vet kantved e tremenas ar c'hastell etre daouarn ar familh Koetmen a chomas perc'henn warnañ betek ar XVvet kantved. Tost e oa ar re-mañ diouzh kostezenn Pentevr ha stourmet o doa a-enep kostezenn Moñforzh e-pad Brezel Hêrezh Breizh. Un nebeut bloavezhioù goude trec'h ar re Voñforzh a savas a-nevez Roland II ha Rolland III Koetmen, bezkonted Tonkedeg a-enep d'an dug Yann IV, a-unan gant Olier Klison, mignon d'ar roue Gall Charlez V. Urzh a roas Dug Breizh e vefe distrujet o c'hastell e 1395. Goude bezañ bet savet a-du gant Dug Breizh e krogas Roland IV Koetmen da adsevel ar c'hastell adalek 1406. E kerz ar XV vet kantved e voe brasaet ha modernaet ar c'hastell en ur zerc'hel kont eus ar c'hanolioù a oa deut diwar wel. D'ar mare se oa bet savet ar pep brasañ diouzh ar pezh a ra ar c'hastell d'an deiz hiziv. Hed a hed an eureujoù hag an herezhioù e tremenas ar c'hastell etre daouarn familhoù Acigné ha Gouyon de Moussaye da c'houde, er XVIIvet kantved. Protestanted e oa ar re-mañ ha pa grogas Brezel ar C'hevre e savas Beskonted Tonkedeg a-du gant ar roue Herri IV hag a-enep Dug Mercoeur gouarnour Breizh.

War urzh ar c'hardinal Richelieu e voe diskaret ar c'hastell adarre e 1626.

Adsevel[kemmañ]

Goude bezañ bet gwerzhet hag adprenet gant meur a familh nobl, e voe darbet d'ar c'hastell bezañ gwerzhet evit tennañ implij eus ar mein anezhañ e dibenn an XIXvet kantved. Adprenet e voe gant aotrou Kerouarz avat evit reiñ d'he merc'h pa oa o vont da zimeziñ gant Pierre de Rougé, unan eus diskennidi ar familh Koetmen saverien ar c'hastell. Chomet eo abaoe etre daouarn ar familh etre daouarn e ziskennidi ar familh Rougé. Abaoe ar bloavezhioù 1950 ez eus bet graet labourioù da startaat ar rivinoù, gant skoazell an departamant, ar rannvro hag ar stad kreiz.

Lakaet e oa bet ar c'hastell war roll ar monumantoù istorel e 1862. Unan eus ar monumantoù a zesach ar muiañ a douristed e departamant Aodoù-an-Arvor an hini eo.

Tro ar C'hastell[kemmañ]

Kas a ra an nor vras d'ur porzh kentañ difennet gant mogerioù uhel, ar porzh izel eo. Diouzh an tu kleiz e kichen an nor e c'heller gwelet ouzh ar mein ger-stur Aotrouien Tonkedeg «e va Doe» (E va Doue) . Kizellet eo al lizherennoù gotek gros ouzh ar mein met diaes int da lenn d'an deiz hiziv. E kichen emañ ar porzh diabarzh. Difennet gant un nor – bolz a oa serret gant ur gael hag ur pont-gwint gwechall. Diaes eo da dremen dre an nor-se d'an deiz hiziv ha kaset e vez ar weladennerien dre un nor vihan a servije gwechall evit an troioù-ged. Er porzh diabarzh pe porzh a-enor e weler c'hoazh restajoù savadurioù distrujet al lojeiz hag ar chapel. A-dreñv ar porzh-mañ emañ an tour meur, pelloc'h eget ar voger-tro. 4 m a devder e ra e vogerioù. Savet e oa bet un tamm diwezhatoc'h eget an tourioù all ha difennet e oa an nor gant ur pont-gwint a roe tu da zispartiañ an tour meur eus peurrest ar c'hastell e-kenkas vefe aloulet. Siminalioù a weler e pep estaj eus an tour ha diouzh an nec'h e taolerur sell dibar ouzh ar vro a ro da gompen talvoudegezh strategel ar c'hastell gwechall. Tu zo gweladenniñ rivinoù ar c'hastell adalek miz Ebrel da viz Here. Feurmet e vez a-wechoù evit filmoù, troiadoù luc'hskeudenniñ pe abadennoù all.



Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.