Maner Keryann

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Gweled hollek ar c'hastell
An tu a-dreñv

Maner Keryann (evel ma lavar tud ar vro)[1], pe Kastell Keryann, zo ur maner, pe gastell, e Sant-Nouga, e Gorre-Leon, e departamant Penn-ar-Bed. Lakaet eo bet da vonumant istorel e 1911[2].

Un testeni eo Maner Keryann eus pinvidigezh Breizh er 16vet kantved, hag unan eus skouerioù bravañ tisaverezh an Azginivelezh e Bro-Leon.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek dibenn an XVIIIvetkantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fin ar 16vet kantved a voe ur prantad pinvidik evit Breizh, ha Bro-Leon dreist-holl. Berzh a rae al labour-douar hag ar c’henwerzh a-drugarez da c'hounidigezh an edajoù hag al lin, ha da wiaderezh al lien a veze gwerzhet hed-a-hed aochoù Europa gant bigi o vont kuit diouzh porzhioù Montroulez, Landerne ha Rosko. E-kreiz ar prantad a binvidigezh ekonomikel-mañ e lakaas ar familh Barbier sevel o annez war o douaroù e Sant-Nouga, ur barrez hanter-hent etre Lesneven ha Kastell-Paol. E-lec’h ar maner kozh, e voe lakaet ganto sevel ur c’hastell-kreñv, kaeroc’h eget holl annezioù noblañsed ar Vro : Kastell Keryann[3].

Ul lec'h evit degemer tud hag evit o dudiañ e oa Kastell Keryann. Heuilhañ a rae gizoù e gantved ha reolennoù tisavouriezh an Azginivelezh, dilezel a rae an arkitektouriezh gotek evit treveziñ kenedusted an Henamzer. Ne ouezer ket piv eo an arkitektour a savas ar c'hastell, met sklaer eo e klaske heuilhañ doareoù tisavourien veur evel Jacques Androuet du Cerceau, a savas ar Pont Nevez e Pariz, Philibert Delorme, a savas Palez an Teolerezh pe Sebastiano Serlio, aozer ul levr-studi brudet diwar-benn ti-savouriezh e amzer, an holl anezho o deus levezonet stumm arkitektouriezh Keryann[3].

E 1618 e c’houlennas ar familh Barbier digant roue Bro-C’hall Loeiz XIII ma vije anvet domani Keryann da varkizelezh. O vezañ ma oa unan eus kaerañ kestell Breizh ha Bro-C'hall ez asantas ar roue ha lakaat a reas perc’henned ar c’hastell da varkized. Dilezet e voe ar c’hastell un tamm e-kerzh ar 17vet kantved met adkavout a reas e lufr gant e berc’henned nevez, ar re Goatanskour a gemeras lec'h ar familh Barbier en 18vet kantved. En eil lodenn an 18 vet kantved e veze degemeret ingal noblañsoù Bro Leon er savadur pompadus gant Suzanne Augustine Koatanskour pried François-Gilles Kersaozon. An Dispac'h Gall a lakaas un termen d’ar pompadoù. Harzet e voe ar Varkizez Koatanskour, bac’het e Brest ha dibennet.

Adalek deroù an XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ur mare e talvezas ar c’hastell da warnizon evit soudarded ar republik. Gwerzhet e voe e 1802 d’ar familh Brilhac. Gant ar re-se e voe lakaet ar c’hastell da fall en ur gwerzhañ mein tennet diouzh ar mogerioù. Ar berc’henned a zeuas da c’houde, ar re Forsanz ha Koatgoureden a zalc’has ar savadur e stad vat. E 1911 e voe prenet ar c’hastell gant ar Stad ha klaset da vonumant istorel. Meret e vez ar maner gant Kuzul-Meur Penn-ar-Bed abaoe 1985. E 2005 e oa achuet al labourioù evit adkempenn annez an Aotrouien.[3].

Tro ar C'hastell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porzh diabarzh ar c'hastell gwele diouzh ar biz.
Porzh diabarzh, toull-dor ha kouldri gwelet eus annez an Aotrou

Kastell-kreñv hag arouez an Azginivelezh e Breizh war un dro, e tiskouez Kastell Keryann d'ar weladennerien un istor trubuilhet a ro e ene d'al lec'h. A-dreñv ar mogerioù kinklet e c'heller gwelet garidoù, ranndioù prevez, keginoù o kontañ buhez aotrouien Keryann. Adkempennet eo bet al lec'h e kerz an hañv 2005. A-hed ar weladenn er savadur dro dro d'ar porzh a enor e c'heller gwelet ar salioù degemer, ar c'heginoù hanter-zouaret,ar chapel kañv gant delwennoù an aotrouien a wechall hag en estaj kentañ lojeiz ha kambr ar varkizez ha sal an dielloù kozh. Meur a dra all c'hoazh o tiskouez splannder adkavet ar c'hastell.

Ar Park[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket heñvel ar park a vremañ ouzh hini maner Aotrouien Keryann. Nebeut a zielloù a c'hell diskouez penaos e oa gwechall e gwirionez. Er 16vet kantved ne oa ket tu soñjal en ur c'hastell mod an Azginivelezh hep ul liorzh tro-dro dezhañ. Ur park avaloù, ur jardrin legumaj, hag ul liorzh louzeier a oa tro dro da annez ar familh Barbier en eil lodenn ar 16vet kantved. Dilezet e voe er 17 vet kantved pa oa bet kudennoù arc'hant gant ar berc'hened. E penn kentañ an 18 vet kantved e oa bet troet an domani da liorzh klasel, hervez gizoù ar mare-se. Izelaet e voe mogerioù hanternoz ar c'hastell evit aesaat ar gweled war al liorzhoù. Deskrivadurioù ar mare a ra anv eus gweleadoù bleunioù, ur milendall hag ur c'hoad o vont betek ar stank. Dilezet e voe a-nevez ar park e-pad an Dispac'h Gall, implijet ar gwez d'ober keuneud, ha feurmet al liorzhoù da beizanted. E kreiz an 19 vet kantved e voe adtreset al liorzh ha simplaet, Etre miz Here 2002 ha miz Even 2003 e voe adkempennet ul lodenn eus ar park. Klañv e oa lod eus ar gwez ha ret e voe diskar anezho. Adsavet e voe al liorzh doare an 18 vet kantved, un alez gwez gwez faou a voa savet er c'hreisteiz hag en hanternoz ha savet ur c'hoad stummet reizh e-kichen ar feunteun.

Peulioù ar Justisoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peulioù ar justisoù zo unan eus arouezioù galloud aotrouien Keryann. E 1537 e oa bet roet aotre d'ar familh Barbier gant roue Bro C'hall Fransez I da rentañ ar justis ha da grougañ an dud bet kondaonet d'ar marv. E-kichen ar c'hoad e oa ar peulioù d'ar mare-se, e-kichen dor pennañ ar park. Koad ar justisoù a veze graet eus ar c'hoad-se evel ma tiskouez an anv bet adkavet er c'hadastr eus 1828. Treustoù koad a oa war c'horre ar peulioù hag outo e veze staget ar gordenn evit krougañ an dorfedourien kondaonet.

Ar Feunteun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Feunteunioù a veze kavet ingal e liorzhioù an Azginivelezh a c'hoarie alies gant red an dour. Emañ ar feunteun dindan ur wezenn e kichen ur stank. Ur poull dour klozet gant ur vogerig mein a ya d'ober ar feunteun, ouzh he moger uhelañ, kolonennoù ionek a bep tu dezhi, e sav ur c'hustod a-us d'ar poull dour.

Ar C'houldri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e oa bet e 1599. Evel peulioù ar justisoù e oa unan eus arouezioù galloud ar aotrouien. Ne oa nemet an noblañsoù a oa aotreet da sevel savadurioù evel-se. Savet e veze pichoned ennañ hag a veze debret.

Pezh-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet ez eus bet ur pezh-c'hoari war Maner Keryann gant Strollad ar Vro Bagan ha Goulc'han Kervella, anvet "Tan-gwall e Maner Keryann"[4].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Kastell pe maner ?", An Amzer, kelaouenn sevenadurel Bro an Aberioù hag Aod ar Mojennoù, niv. 18, hañv 2015
  2. Château de Kerjean, sur la base Mérimée, ministère de la Culture
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Chemins du patrimoine en Finistère, 2009
  4. Hag ul levr zo bet embannet da-heul