Dispac'h Gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An Dispac'h Gall eo an anv roet d'an heuliad darvoudoù hag oberoù a zo bet e Bro-C'hall etre 1789 ha 1799, hag a voe diskaret ar Roueelezh hag ar Renad kozh ganto.

Echuiñ a reas gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) kaset da benn gant ar jeneral Bonaparte. Kantadoù a milieroù a dud a varvo e-pad ar Reveulzi C'hall, dreist-holl e-pad ar Spont Bras (16594 tud dibennet) hag ar brezelioù enebiñ d'ar Reveulzi (Chouanerezh ha Brezel Vendée).

Istor an Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mare ar Reveulzi C'hall a zo unan hollbouezus en Istor bro C'hall met ivez e hini Europa hag ar bed. Gwelet e vez fin ar Rouantelezh hollveliek, erlec'hiet gant ur vonarkiezh bonreizhel ha goude-se embannadur ar c'hentañ republik c'hall. E-pad ar mare-se e vezo embannet Diskleriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour, un destenn hag a ziskler anat ingalded ar geodedourien e-tal d'al Lezenn, ar frankizoù diazez, emveli an nasion barrek d'en em sturiañ dre dileuridi dilennet.

A-raok an Dispac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mare a-raok an Dispac'h Gall a zo hini an Urzh Kozh pe Renad kozh, o welet ar gevredigezh diazezet war an Dreist-gwirioù (Latin: leges privatae, lezennoù dibar). Ar re-se a ro framm ar gevredigezh evit ar C'horf-aozadurioù (Iliz ha Noblañs) met ivez d'ar proviñsoù, kêrioù ha korfoù-micher.

Aozadur kevredigezh ar Renad kozh

A-feur ma vez ur strollad tud nevez o kemer galloud dre ar c'henwerzh an aliesañ, ar Bourc'hizien, e sav un enebadur brasoc'h-brasañ d'an dreist-girioù gwelet evel harzoù da bignat en urzh sokial.

Kodianidigezh Lord Cornwallis goude Emgann Yorktown, Ur Republik a zo bet trec'h d'ur Rouantelezh

Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783) a vezo an abeg diazez d'ar Reveulzi C'hall:

  • Rivinet e vezo ar Rouantelezh C'hall dre reiñ harp d'an emsavidi Amerikan
  • Ar mennozhioù nevez diwanet ha kroget da vezañ lakaet e pleustr er Stadoù-Unanet hag ouzhpenn-se degaset en-dro gant stourmerien bro C'hall distroet d'o vamm-vro (Armand Tuffin de La Rouërie da skouer).

Fall ez eo stad ar vro, berr eo an arc'hant gant an rouantelezh c'hall ha ret eo sevel tailhoù nevez evit dont a-benn da chom hep ober freuz-stal. Ar gudenn a vez ez eo goulennet an holl strivoù gant an Trede Urzh (97% eus ar boblañs, ar re-se o vezañ produerien pinvidigezh ar vro) dre ma z'eo didailh pe dost an urzhioù all Noblañs hag Iliz.

An Dreist-gwirioù gounezet pe dre ar gwad (Noblañs) pe dre bezañ fiziet kargoù (Iliz) a ro tro da vezañ goulennet nebeut a dailhoù padal evit an dud er-maez eus ar strolladoù-se n'eus ket tu da chom hep paeañ. Muioc'h-mui e vez gwelet gant tud an Trede-Urzh emaint o paeañ evit ar re all hag evit difenn sistem an urzhioù padal inti ne gounezont tra ebet e gendalc'hfe an aozadur kevredigezhel-se da zreist-vevañ ar grizenn arc'hant.

Er bloavezhioù 1780 e teu anat d'an tri urzh ha d'ar roue Loeiz XVI ez eo ret kaout kemmoù er gevredigezh, n'eo ket sklaer c'hoazh peseurt doare kemmoù memes e pep urzh e vezo kavet c'hoantoù disheñvel:

  • Adreizhadurioù ekonomikel
  • Adreizhadurioù d'an douaroù
  • Adreizhadurioù lezennel
Marv Loeiz XVI
Ludresadenn gant ar Saoz George Cruikshank eus ar Reveulzi c'hall (1819)

Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Bodad-ren a voe ar mare etre ar 4 miz ar Vrumenn bloavezh IV betek an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799), hervez an deiziadur reveulzier. Ar mare-se a vezo an hini o klask reiñ un diaz politikel stabil d'ar Reveulzi c'hall dre ar vonreizh.

Kentañ Bodad-ren (26 a viz Here 1795- 4 a viz Gwengolo 1797)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ Bodad-ren a wel Barras, Carnot, Letourneur, La Révellière-Lépeaux, Reubell o vezañ dilennet evit bezañ an izili e-penn.

100 lur Assignat embannet e 1795

Da geñver ar galloudoù lec'hel e vez diasterioù a-bep seur, dresit-holl da gavout tud mennet da gemer ar gargoù. Lec'hioù 'zo a chom dindan ar galloud milourel dre ma vez emsavadegoù enep-reveulzier c'hoazh (Kornôg ar Frañs, Traonienn ar Rhône...).

Ar c'hentañ Bodad-ren en deus da dalañ ouzh ur grizenn ekonomikel drastus ha dizehan. Kalsket e vez gant ar galloud da reiñ harp dre nep doare d'ar moneizh Assignat met ne cheñch netra, kouezadenn talvoudegezh an arc'hant a zo difin.

Sevel tailhoù nevez, dilezel kargidi-stad n'eo ket un diskoulm kenebeut.

An Assignat a zegas dienez d'ar bobl, an tiez-kêr a vez rediet a-benn neuze da harpañ ar roadennoù bara d'an dud munut en ur baeañ an diforc'h etre priz ar marc'had ha priz ar gwerzh gwirion.

Politikerezh ar Bodad-ren a zo stanket dre ar vank a arc'hant, mont a ra muioc'h-mui war-zu al laeroñsi hag ar preizhañ en tiriadoù aloubet pe dindan e grabannoù evit kaout ur vammenn arc'hantaouiñ nevez.

Dre ar fed-se e vez ar jeneraled c'hall o kemer muioc'h-mui a blas , mistri int a-benn ar fin war ar Bodad-ren rak hervez o trec'hioù e vez sevenet ar bolitikerezh. Hep trec'h d'eus o ferzh ne vez ket arc'hant a-walc'h evit harpañ oberennoù ar gouarnamant.

Ar jeneral Napoleon Bonaparte a denno gounid eus an aergelc'h-se, e-pad kampagn Italia e gemero nerzh a-walc'h evit seveniñ ur bolitikerezh dezhañ e-unan hep urzhioù hag a-wechoù enep da selloù ar Bodad-ren.

Eil Bodad-ren (4 a viz Gwengolo 1797- 9 a viz Du 1799)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An 18 a viz ar Frouezh bloavezh V (4 a viz Gwengolo 1797) e vez un taol-stad hag a laka un troc'h e ren ar c'hentañ Bodad-ren. Taolioù-dreist politikel ha bonreizhel a vezo dizehan e pad mare an eil Bodad-ren.

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mare ar Bodad-ren a vezo echuet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799), aozet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien. Diskleriet e voe gantañ an deiz-se: "Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo."

Ren ar C'hoñsul[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tri koñsul e 1803

Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 miz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha diskleriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

Ar mare-se a vez lakaet evel an hini o welet fin ar Reveulzi C'hall. Gant Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn e vez echuet an Dispac'h gall, gant mare Ren ar C'hoñsul e vez adreizhet frammoù politikel, ekonomikel ha milourel ar vro bet degaset gant ar Reveulzi.

Ar Reveulzi C'hall hag an Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mare ar Reveulzi C'hall a zo bet diaes da vezañ studiet gant an istorourien, kement-mañ n'eo ket dre ur vank a vateri istorel met dre an darvoud ennañ e-unan hag a zo diazezet er bed politikel. Kemmet ez eo hervez an amzer hag a zo troet an doare da sellet an darvoud istorel-se ha dreist-holl ar frouezh a zo bet degaset.

Sach blev a zo bet hag a zo c'hoazh hervez selloù an istorourien hag o soñjoù politikel.

Ken luziet ez eo an doare ma'z eo bet studiet an Dispac'h Gall gant an istorourien ma'z eus bet savet levrioù war istor an Istor (hag an istorourien) o studiañ ar Reveulzi C'hall.

Ar Spont Bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mare ar Spont bras a zo an hini o tegas ar muiañ a danvez tabut, dre an niver a dud aet da anaon ha war an doare ma'z eo bet lazhet an dud.

Maximilien de Robespierre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dudenn Maximilien de Robespierre a laka an istorourien hag an dud dre vras da vezañ chalet, rak e-penn ar Reveulzi c'hall e oa bet e-pad mare ar Spont bras gant stumm ar gouarnamant Ren ar Spont.

Tabut a zo c'hoazh war peseurt kablusted a zo eus e berzh da-geñver an niver a dud lazhadeget ha war an doare.

Lazhadegoù ar Vendée[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lazhadegoù ar reveulzierien er Vendée a zo mammenn d'an tabut istorel war an niver a dud lazhadeget met dreist-holl war ar mennozh hag a oa a-dreñv: lazhadegañ evit difenn oberezhioù an Dispac'h gall, pe lazhadegoù ramzel direizh.

Skeudenn ar Vretoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chouanted Breizh e-kichen un daol-vaen

Skeudenn ar Vretoned a oa bet e-pad pell unan kemmesk gant ar Chouanted hag ar Chouanerezh:

  • Evit an dud a-du gant ar Reveulzi c'hall e oa ur skeudenn mantrus, ar Vretoned o vezañ tud gouez (Victor Hugo en e romant Quatrevingt-treize da skouer) diamzeriet da vat hag hep sklêrijenn spered.
  • Evit an dud a-enep ar Reveulzi c'hall e oa skeudenn ar Vretoned hini tud leun a feiz kar d'ar Roue ha d'ar vonarkiezh c'hall prest da vervel raktal evit difenn ar bed kozh (Emgann Kergidu gant Lan Inizan, da skouer)

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor an darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Furet ha Denis Richet, La Révolution française, Pariz, embannadur Fayard,‎ 1973
  • Michel Vovelle, La Révolution française expliquée à ma petite-fille, Pariz, embannadur Le Seuil,‎ 2006 (ISBN 2020812452)

Istor an Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Dispac'h Gall hag an Arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Souchal, Le vandalisme de la Révolution, Pariz, embannadur Nouvelles Éditions Latines,‎ 1993 (ISBN 2-7233-0476-0)
  • Philippe Bourdin ha Gérard Loubinoux, Les Arts de la scène & La Révolution française, Clermont-Ferrand, Vizille, embannadur Presse Universitaire Blaise-Pascal, Mirdi an Dispac'h Gall Vizille,‎ 2003
  • La Révolution par l'écriture, les Tableaux de la Révolution française une entreprise éditoriale d'information (1791-1817), Clermont-Ferrand, Vizille, embannadur Presse Universitaire Blaise-Pascal, Mirdi ar Reveulzi Ch'all Vizille,‎ 2005 (ISBN 2-7118-4928-7)

An Dispac'h gall hag ar skiantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Guy Barthélémy, Les savants sous la Révolution, embannadur Cénomane,‎ 1988 (ISBN 9782905596314)
  • Denis Guedj, La Révolution des savants, dastumadenn Découvertes Gallimard (niverenn 48), embannadur Gallimard, 24 a viz Du 1988 (ISBN 2070530698)

Goude darvoudoù ar Reveulzi C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean Tulard, Le 18 Brumaire. Comment terminer une révolution, embannadur Perrin, Pariz, 1999.
  • Fabrice Bouthillon, Nazisme et Révolution : Histoire Théologique du National-Socialisme, 1789-1989, Pariz, embannadur Fayard, 2011, (336 p.) (ouzhpennet al levr ennañ "Et le Bunker était Vide")

Romantoù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]