Kentañ Kengevreadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Valmy e penn-kentañ ar C'hengevreadur

Savet e oa bet Kentañ Kengevreadur etre 1792 ha 1797 gant broioù galloudus europat 'zo hag a felle dezhe talañ ouzh an Dispac'h Gall.

Diazezet e oa bet goude ma oa bet embannet ar brezel ouzh Aostria d'an 20 a viz Ebrel 1792, hag aloubadeg gant Prusia da-heul Manifest Braunschweig (25 a viz Gouere 1792).

Goude disklêriañ splann gant ar Goñvañsion jirondin he youl da ezporzhiañ an Dispac'h, aloubadeg Belgia hag Izelvroioù gant al luioù gall, lazhidigezh Loeiz XVI (Bro-C'hall) e miz Genver 1793 hag argad c'hall war an Escaut, savet e oa bet ur c'hengevreadur milour gant :