11 Kerzu
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 11 a viz Kerzu)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1931 : krouidigezh Kenglad ar Broadoù.
- 1946 : krouidigezh an United Nations International Children's Emergency Fund gant Bodadeg Hollek Aozadur ar Broadoù Unanet.
- 1997 : sinadur Protokol Kyoto.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1475 : Leon X (bet ganet Giovanni di Lorenzo de' Medici), mab Lorenzo de' Medici, 217vet pab († 1añ a viz Kerzu 1521 e Roma).
- 1754 : Olier ar Felig, beleg nann-touer eus Bubri lazhet en anv ar Republik C'hall († 12 a viz Kerzu 1793 e ?).
- 1803 : Hector Berlioz, sonaozer gall († 8 a viz Meurzh 1869 e Pariz).
- 1810 : Alfred de Musset, barzh gall († 2 a viz Mae 1857 e Pariz).
- 1913 : Jean Marais (Jean Alfred Villain-Marais e anv gwir), aktour hag arzour gall († 8 a viz Du 1998 e Cannes).
- 1918 : Aleksandr Soljenitsyn, skrivagner rusianek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh († 3 a viz Eost 2008 e Moskov).
- 1920 : Yann Brekilien (Jean Sicard e anv gallek), skrivagner breizhat († 12 a viz Meurzh 2009 e ?).
- 1953 : Aleksandr Beliavsky, mestrc'hoarier echedoù ukrainat.
- 1969 : Viswanathan Anand, mestrc'hoarier echedoù indiat.
Marvioù [kemmañ]
- 1282 : Llywelyn ap Gruffudd, diwezhañ Priñs Gwynedd ha Kembre dieub (° e-tro 1225).
- 1964 : Alma Mahler (bet ganet Alma Schindler), livourez ha sonerez aostrian-amerikan (° 31 a viz Eost 1879 e Vienna (Aostria)).
- 1981 : Zavier Grall, skrivagner breizhat (° 22 a viz Mezheven 1930 e Landivizio).
Lidoù ar relijion gristen [kemmañ]
- Sant an deiz :
- e Breizh : Sant Envel, sant Fezwezhen, sant Gerfez;
- e lec'h all : sant Damazius, pab, sant Kian, e Kembre.