Renad kozh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ardamezioù roueed ar Frañs ha Navarre (1589-1790)

Ar "Renad kozh" a reer eus ar marevezh en Istor Bro-C'hall a en em astenn eus an Azginivelezh, er XVIvet kantved, 2 gantved a-raok an Dispac'h gall (1789 pe 1792 ma gemerer diskleriadur ar c'hentañ republik gall).

Kresk Bro-C'hall e-pad ar Renad kozh, eus 1552 da 1798, diwar -goust e amezeien.

En Suis e lavarer renad kozh eus ar marevezh etre aloubidigezh Kanton Vaud gant Bern en 1536 hag an aloubidigezh c'hall en 1798 pa voe savet ar Republik Helvetek.

Bro-C'hall e 1477.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv anavezet e oa deuet da vezañ, pa voe brudet an droienn c'hallek « ancien régime » en un arnodskrid anvet L'Ancien Régime et la Révolution, Alexis de Tocqueville e 1856.

Darn istorourien an 19vet kantved a laka da gregiñ maread ar Ren kozh gant ren an ti Bourboñs war ar Frañs ha donedigezh Herri IV da roue e 1589.

Implij ar ger kozh a zo bet graet evit lakaat war wel an troc'h degaset gant an Dispac'h gall ha mennozh un doare ren nevez evit ar vro ha ne oa ket hini ar vonarkiezh hollveliek.

Sterioù boas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar « renad politikel» ez eus kaoz en droienn, da lavarout eo eus ar stad hag eus an ensavadurioù anezhi, eus an doare gouarnamant, amañ eus ar vonarkiezh.

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alexis de Tocqueville, L’ancien régime et la révolution. Enlinenn : online
  • Arno Mayer, La persistance de l'ancien régime - L'Europe de 1848 à la Grande Guerre, embannadur Aubier, 350pajenn, 2010.
  • Jean Bouvier, Finance et financiers de l'ancien régime (gant Henry Germain-Martin), embannadur PUF, 1964