Unpenniezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur reizhiad hag ur renad politikel m'emañ ar galloud e penn ur riez gant un den hepken eo an unpenniezh pe monarkiezh.

Dre hêrezh e vez treuzkaset ar galloud d'an unpenn peurliesañ, ha renadoù ar rouantelezh, impalaeriezh ha priñselezh a zo unpenniezhoù. Kavout a reer unpenniezhoù hep bevennoù lakaet dre skrid, a reer unpenniezhoù hollveliek anezho. Koulskoude en unpenniezhoù-se e vez reolennoù kuzh ha reizhiadoù kempouezañ, ar gourzhgalloudoù ofisiel pe guzh.
Unpenniezhoù bonreizhel zo ivez, da lavaret eo renadoù ma lakaer reolennoù evit kempouez ar galloudoù en ur skrid anvet "bonreizh". Rannet e vez ar skrid-se e melladoù a zeskriv ar c'hoari etre an dud veur, an emvodoù ofisiel pennañ hag an doareoù d'o sevel. Deskrivet eo bet ar vonreizh evel ur gevrat etre un unpenn hag e bobl gant ar prederour gall Jean-Jacques Rousseau (1712-1778) en e oberenn Du contrat social, ou principes du droit politique "A-zivout ar gevrat kevredigezhel, pe pennaennoù ar gwir politikel" (1762).[1]

Unpenniezh hollveliour ha bonreizhel e Bro-C'hall[kemmañ]

Abaoe deroù rouantelezh ar Franked e oa bevennoù strizh da c'halloud ar roueed pa oa ret dezho ren aferioù ar rouantelezh diwar ali o gwizien bennañ ha hini an eskibien. Ar re-se a zlee degas soudarded pa veze goulennet gant ar roue, met e mod-se ne oa ket frankiz gant hennezh da ober hervez e soñj.

An unpenniezh er bed[kemmañ]

██ Unpenniezh hollveliek pe Hollveliegezh

██ Unpenniezh hantervonreizhel

██ Unpenniezh vonreizhel

██ Stadoù unanet ez personel gant ur roue bonreizhel, evel ar Rouantelezhioù e-barzh Commonwealth Bro-Saoz

██ Unpenniezhioù isvroadel (hengounel)

Notennoù[kemmañ]

  1. Jean-Jacques Rousseau (1762), Du contrat social, Larousse, 2013, ISBN 978-2-03-589309-3 (fr)