Impalaeriezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un impalaeriezh a zo ur strollad broioù lakaet dindan beli un impalaer. Dont a ra ar ger eus al latin imperium (beli). Pa gomzer eus un impalaeriezh e vez kaoz eus tiriadoù divent ha liessevenadurel. Ur galloud milourel a ya atav gant mennozh ar framm politikel-kevredigezhel-se. Ur monarkiezh pe unpenniezh eo an impalaeriezh.

An impalaeriezhoù koshañ (ar re bet anavezet dre an enklask istorel) a zo bet hini Henegipt, hini Sina hag ar re staliet e Mezopotamia abaoe an 3e kantved kent Jezuz-Krist.

Graet e vez alies a-walc'h an "impalaeriezh amerikan" eus ar sistem emglevioù milourel ha kenwerzhel a ro ur galloud divent d'ar Stadoù-Unanet. Koulzkoude pa n'eo ket ur riez liesvro, n'eo ket dereat meskañ an dra gant an impalaeriezhoù a zo kaoz anezho amañ. Anvet e vez ar sistem emglevioù an impalaerouriezh. Savboentoù liesseurt a sav war ar meizad-se.

Hiziv n'eus nemet impalaer ar Japan a zoug an titl-se, met n'eus ket mui kaoz eus an impalaeriezh p'eo aet bihannoc'h tiriadoù ar Japan dre goll Korea hag ar broioù aloubet er XXvet kantved. N'eo ket mui ur riez liesbobl Japan, nemet e-keñver an Ainoù hag ar Goreidi envroet.


Impalaerezhioù[kemmañ]

Afrika[kemmañ]

Amerika[kemmañ]

Azia[kemmañ]

Europa[kemmañ]