Istor
Istoer : (estoaer e 1464 hag histoer e 1633) pe istor : (estoar e 1464 hag hystor e deroù ar XVIvet kantved)
Taolenn |
Termenañ [kemmañ]
Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù pe an traoù a zo bet graet eo an Istor. Ar ger-se a deu eus ((Ἱστορίαι [Historiai] e gregaj) gant Herodotos, met Thoukudides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fet liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket.
An Istor (gant ur penn lizherenn) a zo ar fed da studiañ an darvoudoù tremenet en istor mab-den. N'eo ket ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, plas ar skiantour a zo ken bras ha plas an den ennañ e-unan pa vez o studiañ an Istor. Petra a dalvez da vezañ studiet en istor ? Penaos o studiañ ? Dre peseurt doare o embann ? Setu amañ un nebeud goulennoù a vez ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant studiañ. Evit klask bezañ ur skiantour war an istor, ret eo chom hep derc'hel soñj eus piv omp, peseurt doare soñjal a zo an norm en hor bro, peseurt relijion a gredomp enni, …. Adal ma vez tu d'en ober ez omp war an hent da vezañ un istorour. Goude kement-mañ ret eo derc'hel soñj ez eo an istorour ur gwir romantour : evit displegañ ur brezel chom a raio darvoudoù dianav d'an istorour o studiañ hiziv an deiz, ret eo neuze dezhañ klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e "gontadenn".
An istor dre ar mareoù [kemmañ]
- An Henamzer
- Ar Grennamzer
- Istor a-vremañ
An istor dre al lec'hioù [kemmañ]
Istor an Europ [kemmañ]
Istor ar broioù keltiek [kemmañ]
Istor broioù all Europa [kemmañ]
ha ped ha ped all...
Istor Azia [kemmañ]
Istor Afrika [kemmañ]
Istor Amerika [kemmañ]
ha ped ha ped all...