Skiant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Skeudennadur eus an TDN zo diazez an holl vuhez


Ar Skiant (eus al latin scientia, "anaoudegezh") zo ur reizhiad da zastum anaoudegezh zo diazezet war an hentenn skiantel. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezh gounezet dre an enklask-se.[1][2]. Ar skiant evel ma’z eo termenet amañ zo anvet a-wezhioù skiant glann evit lakaat kemm gant ar skiantoù pleustrek, a implij an imbourc’h skiantel da vastañ ouzh ezhommoù an dud. An tachennoù skiant a vez rannet etre daou strollad pennañ peurliesañ :

Ar strolladoù-se a vod skiantoù arnodel, ar pezh a dalvez e rank an anaoudegezh a zastumont bezañ diazezet war anadennoù a c’haller evezhiañ hag a c’hell bezañ amprouet gant skiantourien all a labour er memes doare.[3].


Ar jedoniezh, a vez lakaet a-wezhioù en un trede strollad skiantoù anvet skiantoù furmel, he deus war un dro heñvelidigezhioù ha disheñvelidigezhioù gant skiantoù ar vuhez hag ar skiantoù sokial[4]. Heñvel int ouzh ar skiantoù arnodel abalamour ma renont ar studi diuntuek, urzhiek ha damantus eus un dachenn anaoudegezh ; disheñvel int abalamour d’an hentenn a dalvez da wiriañ an anaoudegezhioù hag a implij an a priori kentoc’h evit taolioù arnod[5]. Ar skiant furmel, a gaver enni ivez ar stadegoù hag ar boelloniezh, zo diziouerus d’ar skiantoù arnodel. An araokadennoù bras er skiantoù furmel o deus degaset alies araokadennoù bras er fizik hag e skiantoù ar vuhez. N’haller ket dioueriñ ar skiantoù furmel da sevel martezeadoù, damkaniezhioù, ha lezennoù [6], war un dro evit dizoleiñ hag evit deskrivañ penaos ez a an traoù en-dro (skiantoù ar vuhez) ha penaos e soñj hag en em zalc’h an dud (skiantoù sokial).


Istor ar skiantoù[kemmañ]

Sellet ouzh ar pennad Istor ar skiantoù

Ar "skiant" a oa stag ouzh ar brederouriezh en deroù. E-pad pell oa bet un obererezh poelladiñ a oa e bal displegañ kevrinoù ar bed dre implij ar poell. E diwezh ar Grennamzer e krogas ar skiant da zistagañ diouzh levezon an deologiezh ha diouzh hini ar brederouriezh. E-kerz hec’h istor eo bet rannet he zachenn etre danvezioù disheñvel evel ar matematik, ar gimiezh, ar vevoniezh, ar fizik, ar mekanik, ar vezegiezh, al louzawouriezh, ar steredoniezh, an ekonomiezh, ha kement zo ….

Hiziv ar skiant zo war un dro un doare da soñjal diazezet war nac’hadenn ar penngredennoù hag un imbourc’h urzhiek eus ar bed gant ar poell a-benn sevel un hollad anaoudegezhioù zo gouest da herzel ouzh rd an amzer hag ouzh ar burutelladennoù poellek. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezhioù-se, frammet e kelennadurioù hag e patromoù (da skouer : kelennadur an tredanwarellegezh e tredanerezh, kelennadur ar c’hinnig hag ar goulenn en ekonomiezh, ha kement zo).

Un nebeud skiantoù[kemmañ]


Notennoù[kemmañ]

  1. "science" termenet gant geriadurioù disheñvel e "reference.com"
  2. Popper, 1959, p 3
  3. Popper, 1959, p 20
  4. Popper, 1959, p 3
  5. Popper 1959, pp. 10–11
  6. Popper, 1959, pp 79–82


Daveoù[kemmañ]

  • Feyerabend, Paul K. 2005. Science, history of the philosophy of. Oxford Companion to Philosophy. Oxford.
  • Papineau, David. 2005. Science, problems of the philosophy of. Oxford Companion to Philosophy. Oxford.
  • Karl Popper, The Logic of Scientific Discovery, 1959, 2nd English edition, Routledge Classics, 2002, New York, ISBN 0-415-27844-9

Levrlennadur[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

E-levrioù:

Keleier:

Dafar:

  • The Vega Science Trust Eurioù video diwar-benn ar skiantoù, en o zouez prezegennoù skiantel (Feynman, Kroto, Davis, etc.), divizoù (nanoteknologiezh, GM, ha kement zo...), atersadennoù gant loreidi eus ar priz Nobel, dafar evit ar skolioù.
  • United States Science Initiative. Titouroù diwar-benn ar skiantoù dibabet gant ajañsoù gouarnamant ar Stadoù-Unanet.

Skiant farsus: