Romant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar romantoù a zo skridoù faltazi (pe faltaziennoù) e komz-plaen ha meur a ranndanevell enno. Savet e vez ar romantoù gant ar romantourien. Perzh ar c'homz-plaen a seblant bezañ an hini pouezusañ pa 'z eus oberennoù e komz-plaen berr a reer danevelloù (kevellennoù a zo ur ger rouesoc'h) eus outo. Romantoù berr int, met lod a skridvarnourien o deus klasket termeniñ reolennoù dibar a vije gant gennad an danevell. Ur gennad lennegezh gwall bleustret eo ar romant ken ez eus meur a seurt anezhañ. Isgennadoù pe gennadoù e-barzh ar gennad int (ar romant karantez, da skouer).

Bez e c'heller kavout romantoù ha n'int ket evel-se pa n'eus kalz a draoù ijinet en ur romant istorel pe pa vez lakaet e gwerzennoù (Eujen Onegin gant Aleksandr Pouchkin). Islinennet eo bet ivez gant ar skridvarnour rusian Mic'hail Bac'htin e vez implijet meur a live yezh en ur romant (live uhel, live poblel, teknikel, lezennel hag all).

Kavet e vez gennad ar romant er bed a-bezh ha pa n'en deus ket gwir romantoù en Europa a-raok an 12vet kantved, savet o deus bet ar Sinaiz hag ar Japaniz romantoù hir e kantvedoù kentañ ar maread kristen. Un afrikan, Lukius Apuleius Theseus, en deus savet un hir a veurzanevell e latin, "an Treuzfurmadurioù" (anvet "an Azen aour" ivez) war-dro 160, kuit d'e oberenn bezañ e gwerzennoù, a zo gwelet evel diaroger an hengoun kornogel.

Orin ar ger[kemmañ]

E Bro-C'hall e veze savet oberennoù romanice (e doare ar Romaned = e latin ) e kreiz ar grennamzer. Pelloc'h e teuas ar ger da venegiñ oberennoù e galleg, ar re-se romantoù peurvuiañ. (Geriadur Albert Dauzat). An t brezhonek a seblant bezañ roudenn ar "c" latin.

Romant e brezhoneg[kemmañ]

Evit mont pelloc'h, sellet ouzh romant brezhonek
Ar romant savet e brezhoneg kentañ, Kastell Keryann Koadanskourr, a zo bet chomet diembann e-pad kant deg ha tri-ugent bloavezh pa oa bet skrivet war-dro 1830 gant Yves-Marie Laouenan. Kuzuliet e oa bet an oberour gant Yann-Frañsez ar Gonideg e-keñver ar yezh.
Adembannet eo bet gant ar Kreizenn enklask ha studioù keltiek dindan renerezh hag aozerezh Yves Le Berre.
Ar romant savet e brezhoneg hag embannet dindan stumm ul levr evit ar wech kentañ a zo bet Emgann Kergidu gant Lan Inizan (1872).
P'en deus embannet ? romant eo Mikael Madeg (1950-) an oberour brezhoneger hag en deus produet ar muiañ evel saver romantoù hir. N'eus ket a skrivagnerien vrezhonek a vicher ha ne c'hell ket an oberourien sevel kalz oberennoù hir e-doug o buhez. An danevelloù, o vezañ m'eo ur gennad skrid berr a zo bet produet e-leizh, met chom a ra an darnvuiañ anezho embannet e kelaouennoù hep mont d'ober teskadoù dindan stumm ul levr.

Isgennadoù ar romant[kemmañ]

Bez ez eus un nebeurt seurtoù romant termenet evel-henn

Sell ivez[kemmañ]