Brezel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent a ya da lakaat anezho da implij armoù ha an nerzh fizikel hag dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok. Pal ar vrezelerien a zo tapout pe virout tiriadoù'zo hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe badout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehannoù.
Meur a abeg a vez da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, pinvidigezhioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa vez brezel etre kostezennoù e diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil brezel bed e vezed kustum da embann un diskleriadur ar brezel ofisiel, spis e stumm.
Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re an XXIvet kantved ivez. E-pad an XXvet kantved eo bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 000 ha 142 milion den, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil brezel bed.
[kemmañ] Istor ar brezel
Gwelet Istor ar Brezel
Emglev ebet ez eus diwar-benn orin ar brezel. Hervez reoù'zo e oa bet atav brezelioù etre ar strolladoù denel tra ma pouez ar re arall war ar fed n'eus ket sin ebet a vrezel e-pad ar ragistor. Da gentañ e oa ar brezel un heuliad ag argadegoù bihen n'eo nemet gant ganedigezhioù ar riezoù kentañ, 5000 bloavezh'zo e c'heller gwelout kampagnoù milourel bras.
[kemmañ] Sell ivez ouzh
- Brezel-bro
- Brezel-diavaez
- Brezelekaerezh
- Brezelerezh
- Brezelgarouriezh
- Brezelouriezh
- Kadouriezh
- brezelour ha kenvrezelour
[kemmañ] Liammoù diavaez
PBS on Now: Talking About War How does democracy decide to wage war?
- The Warlords,C. Wright Mills,The Power Elite,1956
- List of Wars
- War Articles and History guide, open community site on war
- A timeline of War and Conflict across the globe: 3000 B.C. to A.D. 1999
- Bloodiest Battles of the 20th Century
- Death Tolls for Battles of the 16th, 17th, 18th & 19th Centuries
- Death Toll from Disasters, War & Accidents
- Documents and Resources on War, War Crimes and Genocide
- The Security Demographic - provides information about demographic theories of war
- Correlates of War Project
- Correlates of War 2
- Antiwar.com
- Stanford Encyclopedia of Philosophy entry
- Complex Emergencies Database (CE-DAT) - A database on the human impact of conflicts and other complex emergencies.
- Christopher Caldwell: Youth and War, a deadly Duo - short summary of youth bulge theory (see section "demographic theories" above)
- WarWiki - a Wikia-hosted wiki about war
- War Disaster and Genocide
- The Myth of the Peaceful Savage
- The fraud of primitive authenticity
- Warfare among tribal peoples
- "The Art of War – maintaining the objective?" on BBC Radio 4’s In Our Time featuring Sir Michael Howard, Angie Hobbs and Jeremy Black
- War Studies Primer - an introductory course on the study of war