Abeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Un dra pe un darvoud evel m'eo bet komprenet gant un den a c'hell bezañ un abeg evit fiñval, evit teurel komzoù, evit divizout ober tra pe dra. Implijet eo evit al loened ivez pa 'z eus kaoz eus ar darvoudoù a gas anezho da vevañ o vuhez. Studioù war an abegoù a zo ur skourr eus bredoniezh an emzalc'h.

Ster negativel[kemmañ]

Meur a wech e vez implijet abeg evel un dra pe un ober negativel da vezañ rebechet da unan bennak ivez, ken eo un abeger un den a eztaol n'eo ket a-du gant un den all evit un abegenn.
Ober re a abegennoù a c'hell bezañ boaz an abeger hag hemañ a zo ur seurt pabor a gav mat izelaat ar re all dre e gomzoù.