Darvoud

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un darvoud a zo un dra a c'hoarvez en ur poent resis ken m'eo bet gwelet pe santet m'eo bet ur seurt torridigezh e-kreiz an heuliad poentoù diaraok ha diwar-lerc'h. Tarzhañ a ra an dra nevez-se, en un doare dic'hortoz peurliesañ, met a-wechoù ne bad ket, kuit da vezañ diefed.

Ster diresis[kemmañ]

Dre vras e vez lavaret ez eus bet un darvoud pa teu n'eus forzh pesurt tra dibar pe dic'hortoz. E buhez ar pemdez e vez implijet kalz ken oe diazez ar pezh a vez anvet ar c'heloù a vez treuzkaset d'un den da unan all pe reoù all. N'eus ket un eston m'eo keloù war an darvoudoù, bras ha munut, ar pezh a vez skignet gant an mediaoù (kelaouennoù, skingomz, skinwel hag all).
Materi an Istor eo an darvoudoù, bras ha bihan, adlakaet diwar wel diwar roudoù lezet gant an dud (testennoù, savadurioù hag all). Evit un heuliad darvoudoù dibar e vez implijet ar ger "darvoudoù" gant ur merk amzer a-wechoù. Lavaret e vez "Darvoudoù Mae 1968", da skouer. Un dro-lavar izelañ eo evit chom hep reiñ un anv resis da darvoudoù kriz pe diaes da gompren.

Ster skiantel[kemmañ]

Er skiantoù dre vras[kemmañ]

Kemm ur stad pe gemm un endro diwar gemm un arvent eo un darvoud. Posubl eo mentañ padusted an darvoud pa vez sevenet un arnod evit studiañ anezhañ.

En debegouriezh hag er stadegouriezh[kemmañ]

Un darvoud a zo an draezhenn difetis (un dro-lavar) ma vez graet ur studiadenn warni.

En urzhiataerezh[kemmañ]

Un darvoud a zo un ober kaset d'an ardivinkoù gant un implijer pe gant ur programm evit ma vo lañset ur c'heweriañ.