Lu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Meurastumm.pngEvit sterioù all, sell ouzh lu (disheñvelout)

An arme, pe al lu (liester : luioù, pe luoz gant Meven Mordiern), a zo ur strollad tud armet, pe hollad an dud armet ez-reoliek war dir ur riez pe ur vroad.

Koulskoude e c'heller gwelout luioù ha n'int ket bodet gant ur riez ofisiel. O vezañ er-maez eus al lezenn etrebroadel e c'hellont pe bezañ trec'h war lu ar riez m'emaint o stourm outañ ha diouzh-se sevel ur riez nevez pe bezañ trec'het pe dizhout un emglev peoc'h. Ul lu a c'hell ivez bezañ nann-milourel pa dalvez ar ger kement hag un bern tud bodet diouzh o intent (Lu ar Salvidigezh, da skouer) pe diouzh o stadoù (lu an dud dilabour). Hogos pep riez en deus ul lu, nemet er re vihanañ (Monaco, Santo-Marino, Liechstenstein...) ha n'eus ket a nerzh milourel e Costa-Rica dre m'eo berzhet gant e vonreizh.

Aozadur hollel al luioù[kemmañ]

E-barzh lu ar riez ha seul vui m'eo niverus e c'hell ober lu eus eus un nebeut korfoù milourel strollet. Al luioù-se a vez roet un niver dezho hag ur pennjeneral en o fenn. Da skouer, pep rann an talbenn brezel a zo dezhañ ul lu evit stourm war an hed termenet evitañ. War an holl dachenn vrezel e c'hell bezañ ul lu tachenn rannet etre rannoù-lu o zo renet o obererezhioù brezel gant an penngarter, sez ar pennjeneral. Hemañ a glask lec'hiañ mat ar rannoù-lu, kas darn anezho da lec'hioù an talbenn m'eo ezhomm evit difenn ur bastell-vro pe bouezañ war an enebour.

Rummoù al luioù[kemmañ]

Peurliesañ e vez luioù riez rannet hervez an araezioù treuzdougen arveret evit brezeliñ warno - al lu-douar m'emañ soudarded troadegerien gopret gantañ bodet e rann an troadegiezh. Gwechall ez ae an droadegerien war droad, met treuzdouget e vezont war girri ordinal pe houarnet - an aerlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant nijerezhioù ha askelloù-biñs - ar morlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant listri gorre, listri slujer ha bagoù Koulskoude e c'heller kavout listri pe nijerezhioù e rannoù luioù-douar zo ha soudarded gouest da stourm wa r an douar goude bezañ bet treuzdouget war listri (troadegiezh ar morlu). - ar milisoù n'int ket luioù e pep degouezh : a-wechoù ez int gwarded-vro dezho ar c'hefridi harpañ al lu reoliek pe a-wechoù nerzhioù polis milouriet

Sell ivez[kemmañ]