Harz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An harz pep tra pe degouezh a laka traou pe dud da chom a-sav. Diwar ar ster pennañ e teu meur a implij. Pa vez lakaet un harz d'un den e lavarer eo bet harzet ha peurvuiañ gant tud o deus diskouezet o nerzh pe o aotrouniezh evit rediañ an hinienn da vont ganto. A wechoù e vez lakaet un harz da red an traou, da lavaret eo e mirer an traou rakwelet da vont pelloc'h. Da skouer pa vez tennadegoù gant armoù-tan e c'hell bezañ divizet ma vo lakaet un harz d'an tan, kaout un emglev evit ma vo un harz-tan.
Koulskoude, unan eus an implijoù brasañ a zo en douaroniezh pa vez kaoz eus ur skoilh pe eus un diforc'h a ya da chañch ar vuhez. Un harz douaroniel a c'hell bezañ fetis (ur stêr, ur menez, ur c'hoad) pe difetis (levezon un hinad. Un harz velestradurel pe bolitikel (etre ar riezoù) a c'hell bezañ termenet ivez diwar ar fed ma 'z eus un dra fetis e lec'h-mañ-lec'h.

Harz politikel pe velestradurel[kemmañ]

Darnoù brasañ an Douar a zo bet poblet gant nebeut a dud e-pad miliadoù a gantvedoù. E kompezennoù bras e veve kantreidi ne oant evit embann ma veze harzoù etre o vandennadoù. Ne rae nemet klask boued evit o loened doñv pe heuliañ al loened gouez o doa ezhomm eus anezho (ar bizoned evit an Amerikaned-hag-Indianed, da skouer).
Dre an nerzh e veze kemeret pastelloù-bro hag e kreiz Azia ez eus bet meur a impalaeriezh ar stepinier e korf an Istor.
Termeniñ an harzoù etre ar belioù a zo bet graet a-gozh, met ne oa ket ret ober e pep lec'h a-raok m'eo bet savet ar riezoù modern, ar pezh a zo bet lañset war-dro ar Patrom:17vet kantved e Europa. E meur a gornioù er Bed e veze lezet marzhoù (broioù ar marzh) e-lec'h ne veze ket ur veli hepken o ren pe e veze lezet diveli (pe emren) an dud a veve e kornioù-bro kazi digenvez (koadoù bras, geunioù, menezioù).
Gant donedigezh ar riez westfaliat e teu ezhomm klask sevel harzoù termenet mat a c'hell bezañ linennoù evit kontrolliñ monedone an dud hag ar varc'hadourezhioù pe evit plantañ kreñvlec'hioù m'eo posubl drezo difenn tud ar riezoù all aloubiñ ar vro.
Dre ma 'z eus bet meur a vrezel e Europa goude 1500 e ya meizad an harz riez da vezañ hini an harz milourel da gentañ, evel m'en deus graet ar marichal Sébastien Le Prestre de Vauban p'en deus savet kreñvlec'hioù tro-dro d'ar riez gall. Graet en deus dre urzh ar roue gall Loeiz XIV hervez tres an harzoù nevez goude m'eo bet aloubet meur a diriad (Elzas, Kornôg Flandrez, Kontelezh-Frank, Norzh-Katalonia, etc...) diwar-goust ar Spagnoled hag ar briñsed alaman.

Harz armerzhel[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]