Menez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Menez McKinley (Denali) en Alaska (Stadoù-Unanet) , gwelet an diliveadur etre e diaz hag e lein en un doare ne gaver neblec'h war an Douar

.

Ur menez a zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez' ez eus menezioù war 24% gorread an Douar (52% hini Azia, 36% hini Norzhamerika, 22% hini Suamerika, 17% hini Europa). Un den diwar 10 zo annezet er menezioù (graet e vez ar venezidi eus outo). Ar stêrioù pennañ zo lec'hiet o mammennoù er menezioù peurvuiañ, ken e teu hanter an dour evit an dud eus ar menezioù.

[kemmañ] Uhelder ar menezioù

Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor ha live o leinoù.

Menez uhelañ war zouar a zo Menez Everest, dezhañ 8 848 m e uhelder ha lec'hiet e aradennad-venezioù ledanañ er bed.

Posubl eo klask rekordoù uhelder all :

  • Ar menez pellañ eus kreizenn an Douar eo ar Chimborazo, rak bolzennet eo an Douar a-hed ar C'heheder. Ha koulskoude gant 6 272 m, n'eo ket al lein uhelañ en e aradennad-venezioù, an Andoù. Hag evit gwir emañ an Everest tostoc'h da greizenn an Douar (un diforc'h eus 2 150 m)
  • Al lein a zo an hini pellañ eus e diaz eo ar menez-tan Mauna Kea, hemañ 9 000 m a-us da foñs ar Meurvor Habask m'eo staliet warnañ.
  • Ar menez uhelañ er sistem heolel eo Mons Olympos war Meurzh, dezhañ 26 km a uhelder.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all