K2

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar K2 en hañv.

K2 eo an eil uhelañ menez eus ar bed war-lerc'h an Everest ha tapout a ra 8 611 m. Emañ e torosad Karakoram war an harzoù etre Republik Pobl Sina ha Kachmir (al lodenn melestret gant Pakistan). Evel ma oa en un tolead digenvez n'en doa ar menez anv pobl ebet. Anvet e oa bet K2 evit "Karakoram 2" pa oa unan eus an div uhelenn bennañ. Bremañ e vez graet ivez gant Ketu pe Kechu e balteg, yezh ar vro. Kement-mañ n'eo nemet an anv K2 e saozneg, distaget hervez mod ar vro. Sinaiz a ra bremañ gant Chhogori pe Qogir a zeu diwar ar balteg ivez, hag a dalvez kement ha "menez bras". Ur menez diaes da grapat eo ar K2, diaesoc'h eget an Everest, ha hervez ar stadegoù, evit pep pevar alpaer a dap mont betek ar beg anezhañ e varv unan. Den n'en deus gallet krapat betek ar penn e-pad ar goañv.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.