Dour

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.



Ul liñvenn dreuzwelus, diliv, dic'hwezh ha divlaz eo an dour (liester : dourioù, doureier). An oksidenn dihidrogen eo pe an drenkenn hidroksiek e c'hell bezañ anvet ivez. Ur c'hompozad kimiek simpl eo, met gant perzhioù dibar diwar ar pennaheladur. E formulenn gimiek a zo H2O ha pep molekulenn a endalc'h un atom oksigen etre daou atom hidrogen en ur ober ur "V" digor bras. An dour pounner en deus daou atom deuteriom e-lec'h an hidrogen. An deuteriom a zo un izotop hidrogen. Formulenn an dour pounner (oksid deuteriom) a zo D2O.

Dindan ar gwask atmosferel a ya da aezhenn an dour pelloc'h eget 100° C hag a ya da vezañ solut dindan 0° (da skorn e ya da vezañ) . Ur perzh dibar eo ivez pa chom an holl gompozadoù nes (sulfur hidrogen, ammoniak, metan, da skouer) er stad gazek dindan gwrezioù izeloc'h.

En Douar a-bezh e kaver dour kazi e pep lec'h hag eo ur c'hompozad ret evit ar veverien ha dezho eo an dour un dra neutrel, divlaz ha dic'hwezh.

War-dro 70% gorread an Douar a zo goloet gant an dour hini ar meurvorioù da gentañ penn, met kavet e vez dindan stumm ur mor, ul lenn, un dourredenn, ur stêr, ur wazh pe ur ganol.
Deskrivet e vez red an dour a-dreuz pep kombod douarel dre dresañ kelc'hiad an dour (e gelc'hiad biogeokimiek).



[kemmañ] Gwelet ivez

Plac'h en ur poull-neuial
Adskeudenn daou zen war dour ur poull

[kemmañ] Divlaz

Ober a reer gant gerioù

  • evel dourchistr, dourvel, dourwin, dourgafe, , pa gomzer eus chistr, gwin, kafe, blaz an dour warne,
  • hag ivez dourwad, meskaj dour ha gwad, pe ar c'hontrol.

[kemmañ] Liammoù diavaez

E yezhoù all