Gwad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Biz o wadañ

Ar gwad zo ul liñvenn a red diehan er gwazhied hag er galon.

E gefridioù eo :

Produet e vez kelligoù ar gwad gant mel an eskern.

[kemmañ] Danvezennoù er gwad

  • eritrokit, pe kelligoù ruz daoust ma n'int ket kelligoù evit gwir dre n'eus na nukleus na organit enno. Enno emañ an hemoglobin a dreuzkas an oksigen, an houarn, an dioksidenn garbon hag ar monoksidenn garbon. Un eritrokitenn a bad 120 devezh ha distrujet e vez gant an avu, ar felc'h pe mel an eskern.
  • leukokit, pe kelligoù gwenn. Ur roll a-bouez o deus er reizhiad imunekaat dre zistrujañ an elfennoù kontammus. Liesseurt int : granulokit, limfokit, monokit.
  • trombokit, pe plakennigoù ar gwad. Ur roll o deus e kaoulediñ ar gwad.

Ar c'helligoù meneget a-us a ya d'ober 45 % eus ar gwad. Ar peurrest eo ar plasma.

[kemmañ] Ar plasma

Lodenn dourek ar gwad eo ar plasma. Ennañ ez eus dour, glukoz, lipidoù, hormonoù...

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger gwad er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all