Loen
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Loened)
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ul loen pe aneval, mil a zo ur boud bev, renket er riezad Animalia pe Metazoa, lieskellig, gouest da santout ha da fiñval. Debriñ pe euvriñ a ra dre ur genoù, ha kemer a ra e voued diwar-goust bevien all.
Er yezh pemdez e lakaer kemm etre an dud hag al loened, goude ma'z eus loened eus an dud ivez. A-wechoù ivez ne vez ket gwelet evel loened ivez ar spoue pe koural, goude ma'z int.
Perzhioù pennañ[kemmañ]
Al loened a zo eukarioted ha lieskellig hag aze emañ an diforc'h brasañ diwar ar bakteriennoù hag ar bezhin.