Biz

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Bizied un dorn kleiz.

Ar biz a lavarer eus pep hini eus ar pemp ezelig a zo e penn pep dorn.

E penn pep biz ez eus un ivin. Troc'hañ an ivinoù a ranker ober bep an amzer.

Taolenn

[kemmañ] Bizied an dorn

Eskern an dorn hag ar bizied

Sed o anvioù:

[kemmañ] Bizied an treid

Evit bizied an treid sellout ouzh ar pennad biz-troad.

[kemmañ] Bizadoù

Pa vez poan en ur biz e lavarer ez eus ur bizad. A bep seurt bizadoù zo. Ar veskoul a vez graet eus unan anezho. A-wechoù ivez e c'hall un ulmenn, pe ur skiltrenn, mont e-barzh ar biz, ha neuze e ranker he zennañ, panevet da se e koeñv ar biz. C'hoarvezout a ra d'an drein mont e-barzh bizied al liorzherien pa ne wiskont ket manegoù.



[kemmañ] Bizied all

[kemmañ] C'hoari gant ar bizied

  • Diskouez un den gant e viz n'eo ket brav d'ober.
  • An hini a gouezh e viz en e zorn a zo dipitet.
  • Ober biz da un den a zo kement ha gourdrouz anezhañ.
  • An hini a vez e viz er wask ne vez ket en e vleud
  • An hini a zo moan e vizied a zo gwall bizh
  • An hini a zo kamm, pe kromm e vizied a zo laer.
  • Poazhañ, skaotañ, e viz(ied) a zo kement ha faziañ .
  • Lienañ ar biz kontrol a zo kement ha faziañ.

[kemmañ] Gwalennoù

Gwalennoù a vez lakaet ouzh ar bizied gant tud zo, ha darn a laka ouzh pep biz zoken.

[kemmañ] Pennad kar