Gweuz
An divweuz, pe divvuzell, pe muzelloù, pe lapennoù, a zo lodennoù kigennek diavaez ar genoù, a bep tu dezhañ, e nec'h hag en traoñ, hag a c'holo dent an dud.
Distardañ o muzelloù a ra an dud pa gomzont ha pa vousc'hoarzhont, ha muioc'h c'hoazh pa zebront, pa c'hoarzhont, ha pa huchont. Gant an diweuz ivez eo e reer ar vousklenn ha mil ard fall.
Taolenn |
[kemmañ] Pokat
Pokat a vez graet gant ar muzelloù. Daou seurt pokoù zo dre vras: ar re gant muzelloù stardet hag ar re gant muzelloù digor.
[kemmañ] Debriñ
Goude debriñ un dra saourus e plij d'an dud lipat o divweuz.
[kemmañ] Ruz
Tud zo a laka livaj ruz war o muzelloù: ruz-muzelloù a vez graet eus al livaj-se, met a bep seurt livioù all zo.
[kemmañ] Toullañ
Tud zo a laka toullañ o muzelloù da blantañ traezhoù metalek enne.
[kemmañ] Gweuzeien
Ar vorianed a vez gweuzekoc'h, pe muzellekoc'h, eget an dud all. Merc'hed zo a glask tevaat o divweuz evit bout hoalusoc'h, a gredont; evit-se e rankont goulenn harp ar surjianerezh a strinko un danvez kimiek bennak en o muzelloù.
[kemmañ] Kleñvedoù
[kemmañ] Muzellad
Pa vez koeñvet ar muzelloù e komzer eus ur vuzellad. Kement-se a c'hall c'hoarvezout goude ur flemmadenn gant un amprevan bennak, ur wespedenn lakaomp, pe un taol dorn.
[kemmañ] Herpes
An herpes zo ur c'hleñved (diwar anv ar viruz) a laka ar weuz da goeñvañ.
|
||||||||||||||||||||||