Gwareg-abrant

Eus Wikipedia
Dremm ur chimpanze.

Gwareg an abrant, pe ar wareg-abrant, a zo ur galedenn askornek en tal dres a-us da boull an daoulagad.

Gant Homo sapiens, an Den, e vez abrantoù war kroc'hen ar wareg-abrant.

Pa vez c'hoant da ziskouez souezh pe enebiezh e vez stennet gwareg an abrant gant an dud a-wechoù: ober ur bod spern a vez lavaret eus se e brezhoneg.

Toullañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod tud a blij dezhe toullañ kroc'hen an eil gwareg-abrant pe eben, hervez ur c'hiz deuet eus SUA er bloavezhioù 1990.


Kizidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dornataerien o tiwall .

Pa vez drailhet kroc'hen ar wareg-abrant, gant un taol dorn da skouer, e ruilh ar gwad war zremm an den. Kustum eo dornataerien da zougen ur gwiskpenn pa vezont o c'hourdoniñ da ziwall gwaregoù o divabrant.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]